hu eat da velet ? Eur profet ? Ia, a lavaran deoc’h, ha mui eged eur profet. (10) Rag hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet : Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent en da raog. (11) E gwirionez hen lavaran deoc’h, e-touez ar re a zo ganet divar groagez, n’eo bet savet hini brassoc’h eged Ian ar Badezour ; koulskoude, an hini distera en rouantelez an envou a zo brassoc’h egethan. (12) Mes abaoe amzer Ian ar Badezour bete vreman, rouantelez an envou a vez kemeret dre fors, hag an dud violant eo a gemer anezhi. (13) Rag an holl brofeted hag al lezen ho deuz profetiset beteg Ian. (14) Ha mar fell deoc’h va c’hredi, hen eo an Elias-se a dlie dont. (15) Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet. (16) Mes ouz petra e comparachin-me ar generation-man ? Henvel eo ouz bugale azezet er plasennou public, hag a gri d’ho c’hamaraded, en eur lavaret : (17) Sônet hon euz deoc’h gant ar fleüt, ha n’hoc’h euz ket danset ; kanet hon euz hirvoudou deoc’h, ha n’hoc’h euz ket skuliet a zaelou. (18) Rag Ian a zo deuet, hep na dibri nag eva ; hag e leveront : Eun drouk-spered a zo enhan. (19) Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva ; hag e leveront : Setu eun debrer hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned, ha d’ar bec’herien. Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he bugale.
(20) Neuze hen a gommansaz ober rebechou d’ar c’heariou en pere hen doa great an darnvuia euz he viraclou, abalamour n’ho doa ket en em gonvertisset. (21) Malheur d’id, Korazin ! malheur d’id Betsaida ! rag ma vije bet great en Tir hag en Sidon ar miraclou a zo bet great enoc’h, pell zo e vijent en em gonvertisset en eur gemer ar zac’h hag al ludu. (22) Rag-se hen lavaran deoc’h : Eassoc’h e vezo da Dir ha da Sidon en deiz ar varn eged deoc’h-hu. (23) Ha te, Cafarnaüm, pehini a zo bet savet beteg an env, a vezo izeleet beteg an ifern ; rag ma vije bet great en Sodom ar miraclou a zo bet great enoud, e vije c’hoas hirio en he za. (24) Rag-se hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da zouar Sodom en deiz ar varn eged d’id.
(25) En amzer-ze Jesus a lavaraz : Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou-man ouz ar re fur hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan. (26) Ia, o Tad, rag evel-se eo bet kavet mad ganez.