Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/32

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
23
SANT VAZE, XII.

komzet a-enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan ; mes piou-benag a gomzo a-enep ar Spered-Santel na vezo pardonet dezhan, nag er bed-man, nag er bed da zond. (33) Pe livirit eo mad ar vezen, ha mad he frouez ; pe livirit eo fall ar vezen, ha fall he frouez ; rag ar vezen a zo anavezet diouz he frouez.

(34) Raç an aëred-viber ! penaos ec’h helfac’h-hu lavaret traou mad, ha c’houi fall? rag euz a leunder ar galon eo e komz ar genou. (35) An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon ; hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon. (36) Hogen, hen lavaret a ran deoc’h, an dud a rento count en deiz ar varn euz a gement komz didalvez ho devezo lavaret ; (37) rag dre da gomzou e vezi justifiet, ha dre da gomzou e vezi condaonet.

(38) Neuze eur re-benag euz ar Scribed hag euz ar Farizianed a respontaz, en eur lavaret : Mestr, ni a garfe gwelet ac’hanoud oc’h ober eur miracl-benag.

(39) Mes hen a respontaz, hag a lavaraz dezhe : Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl ; mes na vezo roet dezhi miracl e-bed nemed hini ar profet Jonas. (40) Rag evel ma oe Jonas tri devez ha teir nosvez e kov ar pesk braz, evel-se e vezo Mab an den tri devez ha teir nosvez e calon an douar. (41) Tud Niniv a zavo er varn a-enep ar generation-man, hag a gondaono anezhi, rag ar re-ze a zistroaz gant predication Jonas ; hag aman ez euz mui eged Jonas. (42) Rouanez ar c’hresteiz a zavo er varn, a-enep ar generation-man, hag a gondaono anezhi ; abalamour ma teuaz euz ar pen pella euz an douar evit klevet furnez Salomon ; hag aman ez euz mui eged Salomon.

(43) Pa vez eat ar spered impur er meaz euz a eun den, bale a ra dre leac’hiou seac’h, o klask repos, ha ne gav ket. (44) Neuze e lavar : Distrei a rin d’am zi, euz a beleac’h ez oun deuet. Hag o veza distroet, e kav anezhan goullo, skubet ha kempennet. (45) Neuze ez a hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan ; mond a reont en ti, hag e choumont eno ; ha stad diveza an den-ze a zo gwassoc’h eged ar c’henta. Evel-se eo e c’hoarvezo gant ar generation fall-man.

(46) Pa oa Jesus c’hoas o komz ouz ar bobl, he vam hag he vreudeur pere a oa er meaz, a glaske komz outhan. (47) Neuze unan-benag a lavaraz dezhan :