OUDE beza en em zaveteet, ec’h anavezjont e oa Malt hano an enezen-ze. (2) Hag ar Varbared a ziskouezaz en hor c’henver eur vadelez dreist ordinal ; rag ober a rejont tan, hag hon digemeret a rejont holl, abalamour d’ar glao a gweze, ha d’ar ienien.
(3) Hogen Paol, o veza dastumet eun toullad brinsaou, ha lakeat anezhe en tan, eun aer-viber a zortiaz gant an domder, hag en em stagaz ouz he zorn. (4) Ha pa velaz ar Varbared al loen-ze a ispil euz he zorn, e leverjont etrezhe ; A-dra-zur an den-ze a zo eur muntrer, pa’z eo gwir, goude ma eo bet en em dennet euz ar mor, ar Justis n’hen lez ket da veva. (5) Mes hen, o veza hijet an aer-viber-ze en tan, n’hen doe droug e-bed. (6) Ar Varbared a oa en gortoz ma teuje da goenvi, pe e kwezje rag-tal, skoet gant ar maro ; mes goude beza gortozet pell, hag o velet ne c’hoarveze droug e-bed ganthan, e chenchjont a zantimant, hag e leverjont e oa hennes eun doue.
(7) Hogen en-dro d’al leac’h-se e oa douarou an den kenta euz an enezen, hanvet Publius, pehini a zigemeraz ac’hanomp, hag hon lojaz e-pad tri devez gant kalz a vadelez. (8) Hag e c’hoarvezaz ma oa tad Publius en he vele, klanv gant an derzien hag ar red-goad. Paol a antreaz d’he gavoud ; ha goude beza pedet, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan hag e pareaz anezhan. (9) Pa oe c’hoarvezet kement-se, ar re holl a oa euz an enez, pere ho doa klenvejou, a zeuaz d’hen kavoud hag e oent iac’heet. (10) Great eoe deomp ive henoriou braz, ha pa bartijomp, e rojont deomp kement hon doa ezom.
(11) Tri miz goude-ze, ec’h ambarkjomp var eul lestr euz a Alexandria, pehini hen doa tremenet ar goanv en enezen, hag a oa hanvet An-daou-vreur. (12) Hag o veza erruet e Syracuz, e choumjomp eno tri devez. (13) Ac’hane, en eur vond a-hed aod ar Sicil, ec’h arrujomp e Rhegium. Hag eun devez goude, gant an avel o c’houeza diouz ar c’hreiz-teiz, e teujomp en daou devez da Bouzzol ; (14) eno e kavjomp breudeur pere a bedaz ac’hanomp da choum ganthe seiz devez ; hag evel-se ez ejomp da Rom. (15) Hag ar breudeur ac’hane, o veza klevet euz hor c’helou, a zeuaz d’hor rancontr, bete Marc’had Appius ha gan Teir-hostaliri ; ha Paol, pa velaz