Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/297

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
288
ACTOU AN EBESTEL, XXVIII.

anezhe, a drugarekaaz Doue, hag a gemeraz courach.

(16) Pa oamp erruet e Bom, ar c’hantener a livraz ar brizonerien da brefet ar pretouar ; mes da Baol e oe permetet choum en he di he-unan, gant eur soudard o tiwall anezhan. (17) Tri devez goude-ze, Paol a c’halvaz assambles ar re genta euz ar Judevien, ha pa oent en em gavet assambles, e lavaraz dezhe : Tud breudeur, petra-benag n’am euz great netra a-enep ar bobl, nag a-enep giziou hon tadou, ez oun bet lakeat er prizon en Jerusalem, ha livret etre daouarn ar Bomaned, (18) pere, goude beza examinet ac’hanoun, a felle dezhe va leuskel kuit abalamour n’am boa great netra a verite ar maro. (19) Mes dre ma c’henebe ar Judevien, em euz ranket ober appel da Cezar, petra-benag n’em euz ket a leac’h da damal tud va bro. (20) Abalamour da ze eta eo em euz goulennet ho kwelet ha komz ouzoc’h ; rag abalamour da esperans Israel ez oun ereet gant ar chaden-man.

(21) Ar re-man a respontaz dezhan : N’hon euz recevet lizer e-bed euz ar Jude divar da ben ; hag hini euz ar breudeur deuet ac’hane, n’hen deuz discleriet na lavaret droug ebed ac’hanoud. (22) Koulskoude hon deuz c’hoant da glevet ganez petra ec’h euz da lavaret rag evit al lezen nevez-ze ec’h ouzomp e komzer a-enep dezhi dre holl.

(23) O veza merket eun deiz dezhan, e teujont en niver brassoc’h d’hen kavoud en hostaliri ; hag adaleg ar mintin beteg an noz e tisclerie dezhe rouantelez Doue, o renta testeni, hag ouz ho lakaad da gredi, dre lezen Moises ha dre ar brofeted, ar pez a zell ouz Jesus. (24) Darn a gredaz an traou a lavare ; mes ar re all ne gredjont ket. (25) Hag evel n’en em glevent ket etrezhe, ez ejont kuit, goude m’hen doe Paol lavaret ar gomz-man dezhe : Komzet mad hen deuz ar Spered-Santel d’hon tadou dre ar profet Izaias, pa hen deuz lavaret : (26) Kea etrezeg ar bobl-ze ha lavar dezhan : Klevet a reot gant ho tiou-skouarn, ha na gomprenot ket ; hag o velet, c’houi a velo, ha na ziferansot ket. (27) Rag calon ar bobl-man a zo kaledet ; ho diou-skouarn a zo pounner-glev, ha serret ho deuz ho daou-lagad, gant aoun da velet gant ho daou-lagad, da glevet gant ho diou-skouarn, da gompren gant ho c’halon, gant aoun na zistrofent, ha na barefen anezhe. (28) Gouezit eta penaos ar zilvidigez a Zoue a