Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/295

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
286
ACTOU AN EBESTEL, XXVII.

e taoljont adare ar ploum, hag e kavjont pemzec gourad. (29) Neuze, gand aoun na gouezjemp var eur garrec-benag, e taoljont pevar heor euz a ziadre al lestr, hag ho doa hast da velet an deiz.

(30) Hag evel ma klaske ar vortoloded tec’hel euz al lestr, ha m’ ho doa diskennet ar vag var ar mor, var zigarez mond da deurel heoriou ar pen-araog euz al lestr, (31) Paol a lavaraz d’ar c’hantener ha d’ar zoudarded : Mar na choum ket ar re-man ebarz al lestr, na hellit ket beza saveteet. (32) Neuze ar zoudarded a droc’haz kerden ar vag, hag hen lezjont da gweza.

(33) Hag, o c’hortoz an deiz da zond, Paol ho exhortaz holl da gemer boued, en eur lavaret : Hirio eo ar bevarzecved devez abaoe ma’z oc’h o c’hortoz, hag o choum var iun, hep kemer netra. (34) Rag-se e pedan ac’hanoc’h da gemer boued, rag red eo deoc’h, evit gallout en em zavetei ; ha na gwezo ket eur vleven euz a ben hini ac’hanoc’h. (35) Goude beza lavaret kement-se, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou da Zoue, dirag an holl ; hag o veza torret anezhan, en em lekeaz da zebri. (36) An holl neuze a gemeraz courach, hag e tebrjont boued ive. (37) Hogen, bez’ e oamp en holl ebarz al lestr, daou c’hant c’houezec ha tri-ugent den. (38) Ha pa ho doe debret awalc’h, e skanvajont al lestr, en eur deurel an ed er mor.

(39) Ha pa oe deuet an deiz, ne anavezent ket an douar ; mes o veza gwelet eun aber, en pehini e oa eun aod, e tecidjont, mar galljent, kas al lestr ebarz. (40) O veza eta troc’het-kuit an heoriou, ho lezjont er mor, o tizeren er memeus amzer ereou ar sturiou ; ha goude beza savet gouel ar vern-volosk d’an avel, e tennjont var-zu an aod. (41) Mes, o veza deuet en eul leac’h ma oa mor a bep tu, al lestr a stokaz eno, hag an diaraog o veza engajet, a choumaz stard, mes an diadre a freuze gant an nerz euz an taoliou-mor. (42) Neuze ar zoudarded a oe ali da laza ar brizonerien, gant aoun na deuje unan-benag anezhe da dec’hel kuit var neu. (43) Mes ar c’hantener, dre m’hen doa c’hoant da zavetei Paol, ho distroaz deuz an ali-ze, hag a c’hourc’hemenaz d’ar re holl a helle neu en em deurel da genta er mor, ha mond d’an douar ; (44) ha d’ar re all mond, lod var blench ha lod var dammou euz al lestr. Evel-se e c’hoarvezaz ma en em savetejont holl d’an douar.