Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/287

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
278
ACTOU AN EBESTEL, XXIV.


(31) Ar zoudarded eta, hervez an urz ho doa bet, a gemeraz Paol, hag a gassaz anezhan en noz da Antipatris. (32) Hag an deiz varlerc’h, o veza lezet ar gavalierien da vond ganthan, e tistrojont d’ar c’hastel. (33) Ar gavalierien, o veza arruet en Cezare, a roaz al lizer d’ar gouarner, hag a lekeaz ive Paol dirazhan. (34) Hag ar gouarner, o veza lennet al lizer, a c’houlennaz a be seurt provinç e oa Paol ; hag o klevet e oa euz a Cilicia, e lavaraz dezhan : (35) Me a zelaouo ac’hanoud pa vezo deuet da damallerien. Hag e c’hourc’hemenaz hen derc’hel e lezvarn Herodes.


CHABISTR XXIV.


PEMP devez goude-ze, Ananias, ar beleg-braz, a ziskennaz gant darn euz ar re Ancien hag eun avocat, hanvet Tertullus, pere a zougaz clem a-enep da Baol. (2) Paol o veza bet galvet, Tertullus a gommansaz d’hen tamal, en eur lavaret : (3) Anzav a reomp e pep tra ha dre holl, ha gant peb seurt actionou a c’hras, O Felix mad meurbed, e meump an heur-vad da gaoud eur peoc’h parfet, dre da zicour ha dre an oberou kaer a zo bet great d’ar bobl-man, dre ar zourci ec’h euz bet anezhi. (4) Mes evit na zalc’hfomp ket ac’hanoud re bell, e pedan ac’hanoud da zelaou, en da vadelez, ar pez em euz da lavaret en ber gomzou : (5) Ni hon euz kavet an den-man, pehini a zo eur vossen, hag a laka trouz etre ar Judevien dre ar bed holl, hag a zo ar pen euz a sect an Nazareaned, ha pehini c’hoas hen deuz klasket profani an templ. (6) Ni hon doa croget enhan, hag e felle deomp hen barna hervez hon lezen ; (7) mes ar c’habiten Lysias a zo deuet, hag hen deuz lammet anezhan dre fors euz tre hon daouarn, (8) o c’hourc’hemen d’ar re hen tamalle dond d’az kavout. Gallout a ri da-unan gouzoud diganthan, en eur interroji anezhan, an holl draou euz a bere e tamallomp anezhan. (9) Ar Judevien en em lekeaz ive deuz costez ar re hen tamalle, en eur lavaret e oa pep tra evel-se.

(10) Mes Paol, goude m’hen doe ar gouarner great sin dezhan da gomz, a respontaz : O veza ma c’houzon ez euz meur a vloaz emoud barner var an nation-man, e komzan gant muioc’h a fizians evit en em difen ; (11) rag gouzoud a hellez penaos n’euz ket ouz-pen daouzec dervez abaoe ma’z oun