Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/286

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
277
ACTOU AN EBESTEL, XXIII.

he affer ; ha ni a zo prest d’hen laza araog ma c’herruo.

(16) Mes mab c’hoar Paol, o veza klevet ar c’homplot-se, a zeuaz, hag o veza eat er c’hastel, a roaz kement-se da anaoud da Baol. (17) Ha Paol, o veza galvet unan euz ar c’hantenerien, a lavaraz dezhan : Kas an den yaouank-man d’ar c’habiten, rag eun dra-benag hen deuz da ziscleria dezhan. (18) Ar c’hantener o veza kemeret anezhan, hen kassaz d’ar c’habiten, hag a lavaraz dezhan : Paol, ar prizonier, hen deuz va galvet ha va fedet da zigas d’id an den yaouank-man, pehini hen deuz eun dra-benag da lavaret d’id. (19) Hag ar c’habiten, o cregi en he zorn, en em dennaz a-gostez ganthan, hag a c’houlennaz diganthan : Petra ec’h euz-te da ziscleria d’in ? (20) Hag hen a lavaraz : Ar Judevien a zo en em glevet evit pidi ac’hanoud da zigas Paol varc’hoas d’ar Sanhedrin, evel pa ho defe c’hoant da examiha pissoc’h he affer. (21) Mes n’ed a ket da fizioud enhe ; rag bez’ ez euz ouz-pen daou-ugent anezhe hag a stign pechou dezhan, hag a zo en em westlet dre le, da choum hep debri nag eva, ken ho devezo lazet anezhan ; hag emaint breman prest, o c’hortoz da respont.

(22) Ar c’habiten eta a gassaz kuit an den yaouank, goude beza berzet anezhan na lavarje da zen hen doa discleriet kement-se dezhan. (23) Hag o veza galvet daou gantener, e lavaraz dezhe : Dalc’hit prest daou c’hant soudard, deg ha tri-ugent cavalier ha daou c’hant archer, da vond da Cezare d’an derved heur euz an noz. (24) Preparit ive loened evit lakaad Paol varnezbe, hag hen kas sur da Felix ar gouarner. (25) Hag hen a scrivaz dezhan eul lizer er giz-man : (26) Claud Lysias, d’ar gouarner mad meurbed Felix, salud ! (27) Ar Judevien ho doa croget en den-man, hag a oa o vond d’hen laza, pa oun deuet gant ar vanden zoudarded, hag em euz tennet anezhan diganthe, o veza anavezet e oa Roman. (28) Hogen, dre ma felle d’in gouzout petra a damallent dezhan, em euz great dezhan disken en ho Sanhedrin. (29) Hag em euz kavet penaos eo tamallet var draou euz ho lezen, mes n’ed eo karget a grim e-bed dign a varo nag a brizon. (30) Hag, o veza bet avertisset ho doa stignet ar Judevien pechou dezhan, em euz hen kasset kerkent d’id, o c’hourc’hemen d’ar re hen tamalle lavaret dirazoud petra ho deuz a-enep dezhan. Ken-a-vezo.