Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/285

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
276
ACTOU AN EBESTEL, XXIII.

Ananias, ar beleg-braz, a c’hourc’hemenaz d’ar re a oa tost dezhan, hen skei var he visach. (3) Neuze Paol a lavaraz dezban : Doue a skoio ac’hanoud, moger gwennet ; rag azezet oud evit va barna hervez al lezen ; hag o terri al lezen, e c’hourc’hemenez skei ac’hanoun. (4) Hogen, ar re a oa eno, a lavaraz dezhan : Penaos e credez-te gwall-gomz ouz beleg-braz Doue ? (5) Paol a respontaz : Breudeur, na ouien ket e oa hennes ar beleg-braz ; rag scrivet eo : Na zroug-komzi ket euz a brins da bobl.

(6) Hogen Paol, o c’houzoud e oa Saduceed eul loden euz he varnerien, hag eul loden all Farizianed, a griaz er Sanhedrin : Tud breudeur, Farizian oun, mab da eur Farizian, hag abalamour d’an esperans ha da resurrection ar re varo eo e varner ac’hanoun. (7) Ha pa hen doe lavaret kement-se, e c’hoarvezaz eun disput etre ar Farizianed hag ar Saduceed ; hag an assamble a oe rannet e diou loden. (8) Rag ar Saduceed a lavar penaos n’ez euz na resurrection, nag eal, na spered ; mes ar Farizianed a anavez an eil hag egile. (9) Evel-se e c’hoarvezaz eun drouz vraz. Hag ar Scribed euz a du ar Farizianed a zavaz, hag a stourme ouz ar re all, en eur lavaret : Ni ne gavomp droug e-bed en den-ze, ha mar hen deuz eur spered pe eun eal komzet outhan, na reomp ket a vrezel da Zoue. (10) Hag evel ma oa savet eun disput vraz, ar c’habiten, gant aoun ne vije Paol dismantret ganthe, a c’hourc’hemenaz d’ar zoudarded disken, da lemmel anezhan euz ho c’hreiz, hag he gas d’ar c’hastel.

(11) An noz varlerc’h, an Aotrou en em brezantaz da Baol, hag a lavaraz dezhan : Paol, kemer courach ; rag, evel ma ec’h euz roet testeni ac’hanoun en Jerusalem, evel-se eo red ive e rofez testeni e Rom.

(12) Pa oe deuet an deiz, eur re-benag euz ar Judevien a reaz eur c’homplot, hag a c’houlennaz malloz varnezhe ho-unan, mar debrjent pe ma c’hevjent, araog ma ho divije lazet Paol. (13) Ar re ho doa touet kement-se a oa anezhe ouz-pen daou-ugent. (14) Hag ez ejont da gavout prinsed ar veleien hag ar re Ancien, hag e leverjont dezhe : Touet hon euz, dindan poan da veza milliget, ne zebrjemp seurt ebed, ken hor bije lazet Paol. (15) Rag-se eta breman c’houi, gant ar Sanhedrin, livirit d’ar c’habiten lakaad hen disken varc’hoas en ho kreiz, evel pa fellfe deoc’h examina pissoc’h