Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/284

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
275
ACTOU AN EBESTEL, XXIII.

(18) hag e veliz Jesus, hag a lavare d’in : Hast, ha kea buhan er meaz euz a Jerusalem ; rag na gredfont ket an desteni a roi ac’hanoun. (19) Hag e liviriz : Aotrou, gouzoud a reont ho-unan penaos e laken er prizon hag e laken skourjeza er sinagogou ar re a grede enoud ; (20) ha pa oe skulliet goad da verzer (dest), Stefan, e oann ive va-unan eno, hag e consanten d’he varo, hag e oann o tiwall dillad ar re a laze anezhan. (21) Mes hen a lavaraz d’in : Kea ; rag me a gasso ac’hanoud gwall bell etrezeg ar Jentiled . . .

(22) Beteg ar gomz-ze e selaoujont anezhan ; mes neuze e savjont ho mouez, en eur lavaret : Lam ar seurt den-ze divar an douar ; rag n’eo ket dign da veva. (23) Hag evel ma crient, ha ma c’hijent ho dillad, ha ma taolent poultren en ear, (24) ar c’habiten a c’hourc’hemenaz hen kas d’ar c’hastel, hag e c’hourc’hemenaz ma vije interrojet ha skourjezet gant ar walen, evit gouzout perag e crient evel-se a-enep dezhan.

(25) Mes pa ho doe liammet anezhan gant lerennou, Paol a lavaraz d’ar c’hantener a oa eno : Ha permetet eo deoc’h skourjeza eur bourc’hiz roman, heb ma vez bet barnet ? (26) Ar c’hantener, o veza klevet kement-se, a ieaz d’hen lavaret d’ar c’habiten, en eur lavaret : Laka evez petra a ri ; rag an den-ze a zo Roman. (27) Neuze e teuaz ar c’habiten, hag e lavaraz dezhan : Lavar d’in, ha te a zo bourc’hiz roman ? Hag hen a respontaz : Ia. (28) Ar c’habiten a respontaz : Kalz a arc’hant eo bet coustet d’in dond da veza bourc’hiz a Rom. Ha me, eme Paol, a zo roman abaoe ma’z oun ganet. (29) Ar re eta a dlie hen skourjeza evit ober dezhan anzav, en em dennaz kerkent ; hag ar c’habiten ive a gemeraz aoun, pa velaz e oa Roman, hag hen doa lakeat hen liamma.

(30) An deiz varlerc’h evel ma felle dezhan gouzoud evit petra e oa tamallet gant ar Judevien, e lekeaz hen diliamma, hag o veza kemennet da brinsed ar veleien ha d’an holl Sanhedrin en em assambli, e tigassaz Paol d’an traon, hag a lekeaz anezhan en ho c’hreiz.


CHABISTR XXIII.


PAOL, o sellet stard ouz ar Sanhedrin, a lavaraz : Va breudeur, beteg-hen em euz bevet dirag Doue e peb coustians vad. (2) Var ar ger-ze,