Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/288

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
279
ACTOU AN EBESTEL, XXIV.

pignet da Jerusalem evit adori. (12) N’ho deuz va c’havet o tisput gant den e-bed en templ, nag o tastum ar bobl er sinagogou, nag en kear, (13) ha na hellfent ket prouvi an traou euz a bere e tamallont ac’hanoun breman. (14) Koulskoude ec’h anzavan an dra-man ouzid, penaos e servichan Doue va zadou-koz, hervez an doctrin e c’halvont herezi, o cridi an holl draou a zo scrivet el lezen hag er brofeted ; (15) hag o kaoud en Doue an esperans-se ho deuz ho-unan, penaos e c’hoarvezo resurrection ar re varo, kerkoulz ar re just evel ar re injust. (16) Abalamour da ze eo e labouran, evit kaout bepred eur goustians divlam dirag Doue ha dirag an dud. (17) Hogen, goude meur a vloaz, ez oun deuet da zigas d’am nation aluzennou hag offransou. (18) Ha pa oann oc’h ober ze, unan-benag euz a Judevien an Azi a gavaz ac’hanoun purifiet en templ, hep kalz a dud na trouz. (19) Int ho-unan a dleje beza deuet aman dirazoud da damal ac’hanoun, mar ho divije bet eun dra-benag da lavaret a-enep d’in. (20) Mes ra zeui ar re-man eta da ziscleria hag int ho deuz kavet ac’hanoun coupabl euz a eun dra-benag, pa’z oun bet lakeat dirag ar Sanhedrin, (21) nemed ne vez euz ar gomz-man hep-ken em euz bet lavaret a vouez huel pa oann dirazhe : Abalamour da resurrection ar re varo eo ez oun barnet hirio ganeoc’h.

(22) Pa glevaz Felix kement-se, dre ma c’hanaveze gwelloc’h an traou a zell ouz an doctrin, e kassaz anezhe da eur vech all, en eur lavaret : Pa vezo deuet ar c’habiten Lysias, ec’h examinin mad hoc’h affer. (23) Hag e c’hourc’hemenaz da eur c’hantener diwall Paol, mes lezel ganthan eun tam liberte, hep herzel euz he dud d’hen servicha pe da zond d’he velet.

(24) Eun neubeud deiziou goude-ze, Felix, o veza deuet gant Drusilla, he vreg, pehini a oa Judeves, a gassaz tud da gerc’hat Paol, hag e selaouaz anezhan divarben ar feiz er C’hrist. (25) Hag evel ma komze Paol divarben ar justis, an demperans hag ar varn da zond, Felix, spountet-holl, a lavaraz dezhan : Kea kuit evit breman, ha pa gavin eun amzer favorabl-benag, e c’halvin ac’hanoud. (26) Esperoud a rea ive e vije roet arc’hant dezhan gant Paol, evit ma laoskje anezhan en he liberte ; evit se eo e kasse alies tud d’he gerc’hat hag e komze ganthan.