Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/281

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
272
ACTOU AN EBESTEL, XXI.

veza liammet, mes ive da vervel en Jerusalem evit hano an Aotrou Jesus. (14) Evel-se, pa n’hon doa ket gallet hen distrei, e choumjomp tranquil hag e leverjomp : Ra vezo great bolontez an Aotrou !

(15) Eun neubeud deiziou goude-ze, o veza great hor pakajou, e pignjomp da Jerusalem. (16) Hag eun diskibl-benag euz a Cezare a zeuaz ive ganeomp, o tigas ganthe Mnason, eun den euz a Cyprus, eun diskibl koz, e ti pehini e tliemp loja.

(17) Pa oemp erruet en Jerusalem, ar breudeur a zigemeraz ac’hanomp gant levenez. (18) Hag an deiz varlerc’h, Paol a zeuaz ganeomp da di Jakes, hag an holl re ancien en em zastumaz eno. (19) Ha goude m’hen doe ho briatet, e contaz dezhe piz an traou hen doa great Doue dreizhan, e-touez ar Jentiled. (20) Pa glevjont kement-se, e c’hlorifijont an Aotrou, hag e leverjont da Baol : Breur, gwelet a rez ped mil a zo euz ar Judevien hag ho deuz credet, hag holl emaint douget evit al lezen. (21) Hogen, klevet ho deuz divar da ben penaos e teskez an holl Judevien a zo e-touez ar Jentiled, da zilezel Moises, en eur lavaret dezhe na dleont ket circoncisa ho bugale, nag heuil ar c’hiziou. (22) Petra eta a zo da ober ? Sur a-walch ar bobl en em zastumo assambles ; rag klevet a raint ez oud erruet. (23) Gra eta ar pez ma’z eomp da lavaret : Pevar den hon euz hag ho deuz great eur voeu ; (24) kemer anezhe ganez, en em burifi assambles ganthe, ha pae ho dispignou, evit ma c’hellint touza ho fennou, ha ma ouezo an holl penaos n’eo ket gwir an traou ho deuz klevet divar da ben, mes e kendelc’hez da viret al lezen. (25) Evit ar pez a zell ar Jentiled pere ho deuz credet, hon euz decidet ha scrivet dezhe penaos na dlient miret netra euz ar seurt-se, mes hep-ken en em viret diouz ar pez a zo sacrifiet d’an idolou, diouz ar goad, diouz kig loened mouget ha diouz an debauch. (26) Neuze Paol, o veza kemeret an dud-se, hag o veza en em burifiet ganthe, a antreaz ganthe en templ an deiz var-lerc’h, hag a roaz da anaoud ped devez e padje ar burification, hag an deiz ma vije great an offrans evit pep hini anezhe.

(27) Hogen, evel ma oa ar seiz devez tost da veza echuet, ar Judevien euz an Azi, o velet anezhan en templ, a lakaz ar bobl holl d’en em zevel, hag a daolaz ho daouarn varnezhan, en eur grial : (28) Tud a