Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/280

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
271
ACTOU AN EBESTEL, XXI.

se, en em lekeaz var he zaoulin, hag e pedaz ganthe holl. (37) Neuze an holl a oe beuzet en ho daelou, hag oc’h en em deurel da c’houzoug Paol, e pokent dezhan, (38) o veza glac’haret dreist holl abalamour m’hen doa lavaret na veljent mui he visach. Hag ez ejont d’hen ambroug beteg al lestr,


CHABISTR XXI.


OVEZA eta pignet el lestr, goude beza dispartiet diouthe, e teujomp var eün da Gos, hag an deiz varlerc’h da Rhod, hag ac’hane da Vatara. (2) Hag o veza kavet eul lestr hag a iea da Phenicia, e pignjomp enhan, hag ez ejomp kuit. (3) Neuze, o veza gwelet a-ziabell enezen Cyprus, e lezjomp anezhi en dorn kleiz, hag ez ejomp etrezeg ar Syri, hag e touarjomp en Tir, rag eno eo e tlie al lestr diskarga. (4) Hag o veza kavet an diskibien, e choumjomp eno seiz devez. Ar re-man a lavare da Baol, dre ar Spered, na dleje ket mond da Jerusalem. (5) Mes pa oe tremenet an deiziou-ze, ez ejomp er meaz hag en em lekejomp en hent, hag e teujont holl, gant ho gragez hag ho bugale, da ambroug ac’hanomp beteg er meaz a gear. Hag o veza daou-linet var an aod, e rejomp ar beden. (6) Ha goude beza briatet an eil egile, e pignjomp var al lestr ; hag int a zistroaz d’ar gear.

(7) Oc’h achui hor beach dre vor, euz a Dir e teujomp da Ptolemaïs, ha goude beza saluded ar breudeur, e choumjomp eun devez ganthe. (8) An deiz varlerc’h, Paol ha ni pere a oa ganthan, o veza partiet, e teujomp da Cezare ; hag o veza antreet en ti Philip an avieler, pehini a oa unan euz ar seiz diacon, e choumjomp ganthan. (9) He-man hen doa peder merc’h gwerc’hezed, pere a brofetise. (10) Evel ma choumjomp eno meur a zevez, e teuaz euz a Jude eur profet, hanvet Agabus. (11) Hag o veza deuet d’hor c’havoud, e kemeraz gouriz Paol, ha goude beza liammet he zaouarn hag he dreid he-unan, e lavaraz : Ar Spered-Santel a lavar an dra-man : An den da behini eo ar gouriz-man a vezo liammet evel-hen en Jerusalem gant ar Judevien, hag e livrint anezhan etre daouarn ar Jentiled. (12) Ha pa hor boe klevet kement-se, ni hag an dud ac’hane a bedaz Paol evit na bignje ket da Jerusalem. (13) Mes Paol a respontaz : Petra a rit-hu o wela hag oc’h ober d’in rann-galon ? Rag me a zo prest, n’e ket hep-ken da