Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/282

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
273
ACTOU AN EBESTEL, XXII.

Israel, sicourit ac’hanomp. He-man eo an den hag a brezeg en pep leac’h, ha dirag an holl, a-enep ar bobl a Israel, a-enep al lezen, hag a-enep al leac’h-man ; hag ouzpen-ze, digasset hen deuz c’hoas Greked en templ, hag hen deuz profanet al leac’h santel-man. (29) Rag gwelet ho doa araog Trophimus euz a Ephesus en kear ganthan, hag e credent hen doa digasset Paol anezhan ebarz an templ. (30) Hag ar gear holl en em zavaz, hag ar bobl a ziredaz di ; ha goude beza croget en Paol, e treinjont anezhan er meaz euz an templ ; ha kerkent e oe serret an norojou.

(31) Mes, evel ma klaskent laza anezhan, e teuaz ar vrud da gabiten ar c’hohort e oa ar gear a Jerusalem holl en dizurz. (32) He-man a gemeraz rag-tal ganthan soudarded ha kantenerien, hag a redaz etrezeg enhe ; ha pa veljont ar c’habiten hag ar zoudarded, e paouezjont da skei gant Paol. (33) Neuze ar c’habiten a dostaaz, hag a grogaz enhan, hag a gommandaz hen eren gant diou chaden ; ha goudeze e c’houlennaz piou e oa, ha petra hen doa great. (34) Mes e-touez ar bobl darn a grie en eun doare, darn en eun doare all ; dre na helle ket eta gouzout netra a zur, gant an drouz a oa, e commandaz kas anezhan d’ar c’hastel. (35) Ha pa oe erruet Paol var ar scalierou, e rankaz ar zoudarded hen dougen, abalamour da goler ar bobl, (36) rag eur bobl vraz az ea var he lerc’h, en eur grial : Laka anezhan d’ar maro !

(37) Pa oa Paol o vond da antren er c’hastel, e lavaraz d’ar c’habiten : Ha permetet eo d’in lavaret eun dra d’id ? Hag he-man a lavaraz : Gouzoud a rez eta ar gregach ? (38) Ha n’e ket te eo an Ejyptian-ze pehini, an deiziou diveza-man, hen deuz lakeat ar bobl da zevel, hag hen deuz kasset ganthan d’an dezert pevar mil dorfetour ? (39) Paol a respontaz : Me a zo eur Judeo, euz a Dars, ar gear vrudet-se euz a Cilicia ; da bedi a ran stard da lezel ac’hanoun da gomz ouz ar bobl. (40) Ha pa hen doe permetet dezhan, Paol, oc’h en em zerc’hel en he za var ar pazennou, a reaz sin gant he zorn d’ar bobl ; ha pa ho doe roet peoc’h, e komzaz en langach hebrach, hag e lavaraz :


CHABISTR XXII.


TUD breudeur ha tadou, selaouit breman ar pez