e oann o iun hag o pedi em zi d’an naoved heur, ha setu ma en em brezantaz en eun taol dirazoun eun den gwisket skedus, hag a lavaraz : (31) Corneil, da beden a zo bet selaouet, ha Doue hen deuz bet sonj euz da aluzennou. (32) Kas eta da Joppe, ha digemen aman Simon, a zo les-hanvet Per ; ema o choum e ti Simon, kivijer, e-tal ar mor ; hennes, pa vezo deuet, a gomzo ouzid. (33) Kasset em euz eta rag-tal tud d’az kavout, ha mad ec’h euz great dond. Setu ni eta holl breman prezant dirag Doue, evit klevet kement a zo bet gourc’hemenet d’id gant Doue. (34) Neuze Per, o komz outhe, a lavaraz : Gwelet a ran e gwirionez, penaos Doue na zell ket ouz apparans an dud ; (35) mes penaos en pep bro, an neb hen deuz doujans evithan hag a ra ar pez a zo just, a zo agreabl dezhan. (36) Setu aze ar ger hen deuz roet da vugale Israel, en eur embann ar c’helou mad euz ar peoc’h dre Jesus-Christ, pehini eo Aotrou an holl. (37) Gouzoud a rit petra a zo c’hoarvezet er Jude holl, hag er pen-kenta er Galile, goude ar vadiziant prezeget gant Ian ; penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered-Santel (38) hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul ; rag Doue a oa ganthan. (39) Ha ni a zo testou euz an holl draou hen deuz great, ken e bro ar Judevien ken en Jerusalem. Hen lakeat ho deuz d’ar maro, en eur staga anezhan ouz ar groaz ; (40) mes Doue hen deuz resussitet anezhan an trede deiz, hag hen deuz permetet ma teuje d’en em diskouez, nann d’an bobl holl, mes d’an testou choazet araog gant Doue ; (41) deomp-ni pere hon euz debret hag evet ganthan, goude ma’z eo bet savet adouez ar re varo. (42) Hag hen deuz gourc’hemenet deomp prezeg d’ar bobl, ha testenia penaos hen eo an hini a zo bet lakeat gant Doue da varner var ar re veo ha var ar re varo. (43) An holl brofeted a ro an desteni-man divar he ben, penaos piou-benag a gred enhan, a receo dre he hano ar remission euz he bec’hejou.
(44) Pa oa c’hoas Per o lavaret ar c’homzou-ze, ar Spered-Santel a ziskennaz var ar re holl a zelaoue ar pez a lavare. (45) Hag an holl dud fidel circonciset, a oa deuet gant Per, a oe souezet, o velet e oa skulliet ive var ar Jentiled an donezon euz ar Spered-Santel ;