Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/257

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
248
ACTOU AN EBESTEL, XI.

(46) rag ho c’hlevet a rent o komz meur a seurt langach, hag o c’hlorifia Doue. (47) Neuze Per a lavaraz c’hoas : Daoust ha den e-bed a hell refus dour ar vadiziant d’ar re ho deuz recevet ar Spered-Santel, kerkoulz ha ni ? (48) Hag e c’hourc’hemenaz ma vijent badezet en hano an Aotrou. Neuze e pedjont anezhan da choum ganthe eun neubeud deiziou.


CHABISTR XI.


AN ebestel hag ar breudeur a oa er Jude, a glevaz penaos ar Jentiled ho doa ive recevet ger Doue. (2) Ha pa oe distro Per da Jerusalem, ar re a oa euz ar circoncision a zispute outhan ; (3) hag a lavare : Antreet oud bet e ti tud dicirconcis, hag ec’h euz debret assambles ganthe.

(4) Mes Per en em lekeaz da gonta dezhe reiz, hag a lavaraz : (5) O pedi e oann er gear a Joppe, hag e-pad ma oann extasiet, em boe eur vizion ; gwelet a riz o tisken euz an env eun dra henvel ouz eun doubier vraz dalc’het dre he fevar c’horn, hag a zeuaz beteg enoun. Hag o veza sellet piz outhi, (6) e veliz enhi an anevaled a bevar-droad euz an douar, al loened gwez, an amprevaned ha lapoused an env. (7) Neuze e kleviz eur vouez hag a lavare d’in : Sav, Per ; laz, ha debr. (8) Ha me a respontaz : Nann, Aotrou ; rag biskoas netra impur na souillet n’eo antreet em genou. (9) Ar vouez a gomzaz d’in eun eil gwech euz an env, hag alavaraz : Na gemer ket evit impur ar pez a zo bet lakeat neat gant Doue. (10) Ha kement-man a c’hoarvezaz bete teir gwech, ha goude-ze pep tra a oe tennet adare d’an env. (11) Er memeus mare, tri den, pere a oa bet digasset d’am c’havoud euz a Cezare, en em brezantaz dirag an ti el leac’h ma oann. (12) Hag ar Spered a lavaraz d’in mond ganthe, heb stourm e doare ebed. Hag ar c’houec’h breur-man a zeuaz ive ganen, hag ec’h antrejomp e ti an den-ze, (13) hag he-man a gontaz deomp penaos hen doa gwelet en he di an eal, a oa en em brezantet dirazhan hag hen doa lavaret dezhan : Kas tud da Joppe, ha digemen Simon les-hanvet Per, (14) he-man a lavaro d’id komzou dre bere e vezi salvet, te ha da di holl. (15) Ha pa oann o commans da gomz, ar Spered-Santel a ziskennaz varnezhe, evel ma oa bet diskennet varnomp-ni er pen-kenta. (16) Neuze e teuaz memor d’in euz ar gomz-man euz an Ao-