Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/255

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
246
ACTOU AN EBESTEL, X.

Nann, Aotrou ; rag biskoas n’em euz debret netra hag a vez impur pe souillet. (15) Ar vouez a lavaraz dezhan c’hoas evit an eil gwech : Na gemer ket evit impur ar pez a zo bet lakeat neat gant Doue. (16) An dra-ze a c’hoarvezaz teir gwech ; ha goude-ze an doubier a oe savet adare en env.

(17) Evel ma oa Per nec’het evit gouzout petra a zinifie ar vizion hen doa bet, setu an dud a oa bet digasset gant Corneil, o veza goulennet e pe leac’h e oa ti Simon, en em gavaz e-tal an nor. (18) Ha goude beza galvet, e c’houlenjont ha Simon les-hanvet Per a oa o choum eno. (19) Hag evel ma oa Per o sonjal er vizion, ar Spered a lavaraz dezhan : Setu aze tri den o klask ac’hanoud.

(20) Sav eta, disken, ha kea ganthe hep stourm tam e-bed ; rag me eo em euz ho digasset. (21) Neuze Per a ziskennaz da gavoud an dud a oa digasset dezhan euz a-berz Corneil, hag a lavaraz dezhe ; Setu me aman ; me eo an hini a glaskit ; evit petra oc’h-hu deuet ? (22) Ar re-man a lavaraz : Corneil, ar c’hantener, eun den just hag a zoujans Doue, hag a vrud vad e-touez holl bobl ar Judevien, a zo bet avertisset a-berz Doue gant eun eal santel, da lakaad kerc’had ac’hanoud d’he di, evit ma klevo ar pez a lavari dezhan. (23) Per eta, o veza great dezhe antren, a lojaz anezhe ; hag an deiz varlerc’h en em lekeaz en hent da vond ganthe, o kemer ganthan unan-benag euz a vreudeur Joppe. (24) An deiz varlerc’h ec’h antrejont en Cezare. Hogen, Corneil oa o c’hortoz anezhe gant he gerent hag he vignoned brassa, hen doa galvet assambles. (25) Hag evel ma oa Per oc’h antren, Corneil a zeuaz d’he zialben, hag oc’h en em deurel d’he dreid, ec’h adoraz anezhan. Mes Per a zavaz anezhan, (26) en eur lavaret : Sav ; rag n’ed oun va-unan nemed eun den. (27) Hag en eur gomz outhan ec’h antreaz, hag e kavaz kalz a dud en em dastumet eno.

(28) Hag e lavaraz dezhe : Gouzoud a rit ez eo difennet da eur Judeo darempredi eun estranjour, pe mond d’he di ; mes Doue hen deuz diskouezet d’in na dlean henvel den e-bed impur pe souillet. (29) Dre-ze, pa’z oun bet digemenet ez oun deuet hep stourm e-giz e-bed. Goulen a ran eta diganeoc’h evit petra hoc’h euz great d’in dond aman. (30) Neuze Corneil a lavaraz : Breman zo pevar devez, d’an heur-man,