Per, o veza kasset anezhe holl er meaz, a ieaz var he zaoulin hag a bedaz ; neuze o trei varzu ar c’horf, e lavaraz : Tabitha, sav. Hag hi a zigoraz he daou-lagad, hag o veza gwelet Per, e savaz en he c’houaze. (41) Ha Per, o rei dezhi he zorn, a zavaz anezhi, hag, o veza galvet ar Zent hag an intanvezed, e lakeaz anezhi beo dirazhe. (42) Kement-man a oe anavezet dre Joppe holl ; ha kalz a gredaz en Aotrou. (43) Ha Per a choumaz meur a zevez en Joppe, e ti eur certen Simon, a oa kivijer.
N Cezare e oa eun den hanvet Corneil, eur c’hantener en eur gohort galvet Italianes. (2) Den a religion hag a zoujans Doue e oa, hen hag he holl famill ; ober a rea ive aluzennou braz d’ar bobl, hag e pede Doue heb ehan. (3) Heman a velaz sclear en eur vizion, var-dro an naoved heur euz an deiz, eun eal a-berz an Aotrou oc’h antren en he di, hag a lavaraz dezhan : Corneil ! (4) Hag hen o sellet piz ouz an eal, hag o veza spountet holl, a lavaraz : Petra a zo, Aotrou ? Hag an eal a lavaraz dezhan : Da bedennou ha da aluzennou a zo savet dirag Doue, ha bet hen deuz sonj anezhe. (5) Kas eta breman tud da Joppe, ha digemen Simon, pehini a zo leshanvet Per. (6) He-man a zo o choum e ti eun den hanvet Simon, eur c’hivijer, a zo he di tost d’ar mor ; hennes eo a lavaro d’id petra a zo red d’id da ober. (7) Pa oe eat kuit an eal a gomze ouz Corneil, heman a c’halvaz daou euz he zervicherien hag eur zoudard a zoujans Doue, euz ar re a choume bepred en he gichen, (8) ha goude m’hen doa discleriet dezhe kement a oa erruet, e kassaz anezhe da Joppe.
(9) An deiz varlerc’h, evel ma oant en hent, ha ma tostaent ouz kear, Per a bignaz var lein an ti, var-dro ar c’houec’hved heur, da bedi. (10) Hag e teuaz naoun dezhan, hag e fellaz dezhan dibri ; mes e-pad ma oat o prepari boued dezhan, he spered a oe ravisset. (11) Gwelet a reaz an env digor, hag eun dra henvel ouz eun doubier vraz dalc’het dre he fevar c’horn, hag a ziskenne etrezeg an douar ; (12) hag en doubier-ze e oa a bep seurt anavaled a bevar droad, ha loened gwez, hag amprevaned euz an douar, ha lapoused an env. (13) Hag eur vouez a lavaraz dezhan : Sav, Per, laz, ha debr. (14) Mes Per a respontaz :