Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/241

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
232
ACTOU AN EBESTEL, V.

douar a zo en em zavet, hag ar brinsed a zo en em dastumet assambles a-enep an Aotrou, hag a-enep he Grist. (27) Rag Herodes ha Pons-Pilat, gant ar Jentiled hag ar bobl a Israel, a zo en em assamblet a-enep da Vab santel Jesus, pehini ec’h euz eoliet, (28) evit ober kement tra ho doa da zorn ha da volontez decidet a vije great. (29) Ha breman, Aotrou, sell ouz ho gourdrouzou, ha gra ma teui da zervicherien da annons da c’her gant peb hardiegez ; (30) en eur astenn da zorn, evit ma vezo pareet ar re glanv, ha great miraclou ha burzudou dre hano da Vab santel Jesus.

(31) Pa ho doe pedet, al leac’h en pehini e oant assambles a grenaz ; hag e oent holl leuniet euz ar Spered-Santel, hag ec’h annonsent Ger Doue gant hardiegez.

(32) Hogen, an niver braz euz ar re ho doa credet ne oant holl nemed eur galon hag eun ene ; hag hini anezhe na lavare e oa dezban tam e-bed euz ar madou hen doa ; mes pep tra a oa commun etrezhe. (33) Hag an ebestel a roe testeni, gant kalz a nerz, euz a resurrection an Aotrou Jesus ; ha bez’ e oa eur c’hras vraz varnezhe holl. (34) Rag ne oa den ezomec e-bed en ho zouez ; rag kement hini hen doa douarou pe tiez, a verze anezhe, hag a zigasse ar priz euz ar pez hen doa gwerzet. (35) Lakaad a reant an arc’hant e c’harz treid an ebestel ; hag e vije lodennet da bep hini diouz an ezom hen doa.

(36) Evel-se Joses, les-hanvet Barnabas gant an ebestel, da lavaret eo, mab a gonsolation, eul Levit, ginnidic euz a Cipra, (37) hag hen doa eur park, a verzaz anezhan, hag a zigassaz an arc’hant, hag hen lekeaz e c’harz treid an ebestel.


CHABISTR V.


HOGEN, eun den, hanvet Ananias, gant he vreg Saphira, a verzaz douarou ; (2) hag a viraz lod euz ar priz, a-unan gant he vreg, hag e tigassaz ar rest, hag hen lekeaz e c’harz treid an ebestel. (3) Mes Per a lavaraz dezhan : Ananias, perag hen deuz Satan leuniet da galon, ken ec’h euz lavaret gaou d’ar Spered-Santel, ha miret eul loden euz priz an douar ? (4) Ma’z pije miret anezhan, daoust ha ne oa ket d’id ? ha pa ez poa hen gwerzet, daoust hag ar priz ne oa ket en da c’halloud ? Penaos ec’h euz-te sonjet en da galon ober ar pez ec’h euz