holl, hag holl bobl Israel, penaos eo dre hano Jesus-Christ a Nazaret, pehini hoc’h euz crucifiet, hag a zo bet savet gant Doue a-douez ar re varo ; dre hennes eo en em ziskouez an den-man iac’h dirazoc’h. (11) Ar Jesus-se eo ar mean hoc’h euz taolet kuit, pa edoc’h o vatissa, hag a zo deuet da veza ar mean kenta euz ar c’horn. (12) Ha n’euz ket a zilvidigez en hini all e-bed ; rag n’euz hano all e-bed dindan an env a vez bet roet d’an dud, dre behini ec’h haljemp beza salvet.
(13) Pa veljont hardiegez Per ha Ian, hag o c’houzoud e oant tud heb diskamant, tud a-douez ar bobl, e oant souezet, hag ec’h anavezent e oa bet ar re-ze gant Jesus. (14) Hag o velet eno, assambles ganthe, an den a oa bet pareet, ne gavent netra da lavaret a-enep. (15) Neuze, goude beza gourc’hemenet dezhe mond er meaz euz al Lez-varn, e cuzuljont etrezhe, (16) en eur lavaret : Petra a raimp-ni d’an dud-ze ? rag an holl en Jerusalem a anavez mad, ho deuz great eur miracl en gwirionez, ha ne hellomp ket hen nac’h, (17) Mes evit na vezo ket an dra-ze brudet pelloc’h e-touez ar bobl, difennomp outhe, ouz ho gourdrouz stard, komz mui da zen e-bed en hano-ze. (18) Hag o veza galvet anezhe, e tifenjont stard outhe komz, na kelen e doare e-bed en hano Jesus. (19) Mes Per ha Ian a respontaz dezhe : Barnit hoc’h unan mar d’eo just dirag Doue, senti ouzoc’h kentoc’h eged ouz Doue ? (20) Rag evidomp-ni, na hellomp ket miret da gomz euz an traou hon euz gwelet ha klevet. (21) Goude beza ho gourdrouzet stard, e laoskjont eta anezhe da vond kuit, dre na gavent tu e-bed d’ho funissa, abalamour d’ar bobl ; rag an holl a c’hlorifie Doue euz ar pez a oa erruet. (22) Rag an den a oa bet pareet dre ar miracl-ze, hen doa tremen daou-ugent vloaz.
(23) Goude ma oent bet leusket, e teujont etrezeg ho breudeur, hag e tisclerjont dezhe kement a oa bet lavaret dezhe gant prinsed ar veleien hag ar re Ancien. (24) Ar re-man, pa glevjont kement-se, a zavaz ho mouez assambles etrezeg Doue, hag a lavaraz : Aotrou, te eo an Doue hen deuz great an env, an douar, hag ar mor, hag an holl draou a zo enhe ; (25) hag ec’h euz lavaret dre c’henou David da zervicher : Perag ema an nationou drouk-contant, ha perag ho deuz ar boblou lakeat en ho fen sonjezonou ven ? (26) Rouane an