Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/239

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
230
ACTOU AN EBESTEL, IV.

ha distroit, evit ma vezo effaset ho pec’hejou, evit ma teuio amzeriou a freskadurez a-berz an Aotrou, (20) ha ma tigasso deoc’h an hini a zo bet annonset deoc’h araog, ar C’hrist Jesus, (21) hag a dle beza digemeret en env beteg an amzeriou ma vezo retablisset an holl draou, euz a bere hen deuz komzet Doue dre c’henou he holl brofeted santel, abaoe pell amzer. (22) Rag Moises hen deuz lavaret d’hon tadou : An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h, euz a-douez ho preudeur, eur profet eveld’oun ; selaouit anezhan e kement a lavaro deoc’h. (23) Ha piou-benag na zelaouo ket ar profet-se, a vezo distrujet a-grenn euz a-douez ar bobl. (24) An holl brofeted ho deuz komzet adaleg Samuel, hag ar re a zo deuet var he lerc’h, ho deuz annonset ive an deiziou-man. (25) C’houi a zo bugale ar brofeted, hag euz an allians hen deuz great Doue gant hon tadou, en eur lavaret da Abraham : An holl famillou euz an douar a vezo benniget en da lignezte. (26) Evidoc’h-hu da genta eo hen deuz Doue, o veza savet he Vab Jesus, hen digasset evit ho penniga, en eur denna pep hini achanoc’h euz he fallentez.


CHABISTR IV.


MES evel ma oa Per ha Ian o komz ouz ar bobl, ar veleien, cabiten an templ hag ar Sadduseed a zeuaz etrezeg enhe, (2) o veza gwall nec’het, abalamour ma teskent ar bobl, ha ma c’hannonsent resurrection ar re varo en Jesus. (3) Hag e crogjont enhe, hag ho zaoljont er prizon beteg an deiz varlerc’h, rag divezad e oa dija. (4) Mes kalz euz ar re ho doa klevet ar ger, a gredaz, hag an niver euz ar oazed a oe var-dro pemp mil.

(5) Mes an deiz varlerc’h, e c’hoarvezaz ma en em assamblaz en Jerusalem chefou ar bobl, ar re Ancien hag ar Scribed, (6) gant Anna, ar beleg-braz, Caïphas, Ian, Alexandr ha kement hini a oa euz a raç ar veleien ; (7) hag o veza lakeat an ebestel da zond en ho c’hreiz, e lavarjont dezhe : Dre be seurt galloud, hag en hano piou hoc’h euz-hu great kement-man ? (8) Neuze Per, leun euz ar Spered-Santel, a lavaraz dezhe : Renerien ar bobl, ha re Ancien a Israel, (9) pa c’houlenner rezon diganeomp hirio evit beza great vad da eun den mac’hagnet, ha ma c’houlenner gant piou ez eo bet pareet ; (10) gouezit eta, c’houi