Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/238

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
229
ACTOU AN EBESTEL, III.

man, pa velaz Per ha Ian o vond da antren en templ, a c’houlennaz an aluzen diganthe. (4) Mes Per, en eur sellet piz outhan, assambles gant Ian, a lavaraz dezhan : Sell ouzomp. (5) Hag hen a zelle gant evez outhe, oc’h esperout kaoud eun dra-benag diganthe. (6) Neuze Per a lavaraz dezhan : Me n’em euz nag arc’hant nag aour ; mes ar pez em euz, a roan d’id ; en hano Jesus a Nazaret, sav ha bale. (7) Hag o veza croget en he zorn deo, e savaz anezhan ; ha rag-tal pal he dreid hag he zaou-ufern a zeuaz da veza krenv ; (8) hag en eur ober eul lam, e savaz en he za, hag e valeaz, hag ez eaz en templ ganthe, en eur vale, en eur lampad hag en eur veuli Doue. (9) Hag ar bobl holl a velaz anezhan o vale hag o veuli Doue. (10) Hag ec’h anavezjont e oa hennes an hini a oa azezet ouz dor Gaer an templ o c’houlen an aluzen ; hag e oent souezet braz ha karget a admiration gant ar pez a oa c’hoarvezet ganthan.

(11) Hag o veza ma ne deue ket an den kam, a oa bet pareet, da guitaad Per ha Ian, ar bobl holl souezet braz a ziredaz d’ho c’havoud er porchet a c’halveur porchet Salomon.

(12) Mes Per, o velet kement-se, a lavaraz d’ar bobl : Tud a Israel, perag oc’h-hu souezet euz a gement-man ? pe perag ema ho taou-lagad batet varnomp-ni, evel pa vez dre hon galloud hon-unan, pe dre hor zantelez hor bije roet da heman ar bale ? (13) Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra-benag ma hen doa he-man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte. (14) Mes c’houi hoc’h euz nac’het ar Zant hag ar Just, hag hoc’h euz goulennet ma vije roet deoc’h eur muntrer ; (15) hag hoc’h euz lakeat d’ar maro Prins ar vuez, a zo bet resussitet gant Doue euz a-douez ar re varo : ni a zo testou euz a gement-se. (16) Dre ar feiz en he bano eo, hen deuz he hano krenveet an den-man a velit hag a anavezit ; hag ar feiz enhan eo, hen deuz roet d’an den-man ar iec’hed parfet-se dirazoc’h holl. (17) Ha breman, breudeur, gouzoud a ran penaos hoc’h euz great kement-se dre ignorans, kerkouls hag ho chefou. (18) Mes evel-se eo hen deuz Doue accomplisset ar pez hen doa lavaret dre c’henou he holl brofeted, e tlie ar C’hrist soufr. (19) Rag-se eta bezit keuz