great ? N’e ket d’an dud ec’h euz lavaret gaou, mes da Zoue. (5) Ananias, o veza klevet ar c’homzou-ze, a gwezaz, hag a varvaz kerkent ; kement-se a reaz eur spount vraz d’ar re holl a glevaz komz euz a gement-man. (6) Hag an dud yaouank a zavaz, hag o veza kemeret anezhan ha kasset anezhan ganthe, hen lakjont en douar.
(7) Var-dro teir heur goude, he vreg, hep gouzoud ar pez a oa c’hoarvezet, a antreaz. (8) Ha Per, o komz, a lavaraz dezhi : Lavar d’in, kement ha kement eo hoc’h euz-hu gwerzet an douar ? Hag hi a lavaraz : Ia, kement-se eo. (9) Neuze Per a lavaraz dezhi : Perag oc’h-hu en em glevet etrezoc’h evit tenti Spered an Aotrou ? Setu e-tal an nor ar re ho deuz lakeat da bried en douar, ha te ive a gassint ganthe. (10) Ha rag-tal e kwezaz d’he dreid, hag e varvaz. Hag an dud yaouank, o veza antreet, he c’havaz maro, hag o veza he douget er meaz, e lakjont anezhi en douar e-kichen he fried. (11) Kement-ze a lakeaz eur spount vraz var an Iliz holl, ha var gement hini a glevaz kement-se.
(12) Hogen kalz a viraclou hag a vurzudou a oe great, dre zaouarn an ebestel, e-touez ar bobl ; hag e oant holl a-unan e porched Salomon. (13) Hag hini euz ar re-all na grede en em lakaad assambles ganthe, mes ar bobl a veule kalz anezhe. (14) Ouz-pen-ze, eun niver braz a oazed hag a verc’hed, euz ar re a grede en Aotrou, a oe lakeat a-gresk en Iliz ; (15) en hevelep doare ma vije douget ar re glanv er ruiou, ha ma vijent lakeat var gweleou ha var golc’hejou, evit pa dremenje Per, ma teuje da vihana he skeud da c’holo unan-benag anezhe. (16) Dond a rea ive da Jerusalem eur bobl vraz euz ar c’heariou divar-dro ; hag e tigassent an dud klanv, hag ar re a oa tourmantet gant sperejou impur, hag e oant holl pareet.
(17) Neuze,ar beleg-braz hag ar re holl a oa ganthan, da lavaret eo, sect ar Saduseed, a zavaz, leun a jalouzi. (18) Hag o cregi en ebestel, e lekejont anezhe er prizon public. (19) Mes eun eal a-berz an Aotrou a zigoraz, e-pad an noz, dorojou ar prizon, ho lakeaz er meaz, hag a lavaraz dezhe : (20) It, hag o choum ebarz an templ, prezegit d’ar bobl an holl gomzou euz ar vuez-man. (21) O veza klevet kement-se, ec’h antrejont, da c’houlou-deiz, ebarz an templ, hag eno e kelennent. Mes ar beleg-braz hag ar re a oa ganthan o veza