Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/236

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
227
ACTOU AN EBESTEL, II.

bep kig, ho mipien hag ho merc’hed a brofetizo ; ho tud yaouank a velo visionou, hag ho tud koz ho devezo huvreou. (18) Ia, en deiziou-ze e skullin euz va Spered var va zervicherien ha var va zervicherezed, hag e profetizint ; (19) hag e rin burzudou d’an neac’h en env, ha siniou d’an traon var an douar, goad, tan ha goabrennou moged ; (20) an heol a vezo troet e tevalijen, hag al loar en goad, abarz ma teui devez braz ha glorius an an Aotrou ; (21) hag e c’hoarvezo ma vezo salvet piou-benag a c’halvo hano an Aotrou.

(22) Tud a Israel, klevit ar c’homzou-man : Jesus a Nazaret, an den-ze da behini hen deuz Doue rentet testeni en ho touez dre an oberou a c’halloud, ar burzudou hag ar miraclou hen deuz great Doue dreizhan en ho touez, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan ; (23) ar Jesus-se, livret dre ar volontez ferm a Zoue hag hervez he anaoudegez euz ar pez a dlie c’hoarvezout, croget hoc’h euz enhan, ha goude beza hen staget ouz ar groaz dre zaouarn an dud fall, hoc’h euz lakeat anezhan d’ar maro. (24) Mes Doue hen deuz resussitet anezhan, o veza torret liammou ar maro, rag ne oa ket possubl d’ar maro he zerc’hel. (25) Rag David a lavar divar he ben : Gwelet a rean bepred an Aotrou dirazoun, rag en tu deo d’in ema, evit na vezin ket diskaret. (26) Dre-ze eo en em rejouisset va c’halon, hag hen deuz va zeod diskouezet he joa, ha va c’hig ive a reposo en esperans ; (27) rag na lezi ket va ene e-touez ar re varo, ha na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez. (28) Roet ec’h euz d’in da anaoud hent ar vuez ; va leunia a ri a joa dirag da faç.

(29) Tud breudeur, permetet eo d’in lavaret deoc’h gant frankiz divarben ar patriarch David, penaos ez eo maro, hag eo bet sebeliet, hag ema c’hoas hirio he vez en hon touez. (30) Mes o veza ma oa profet, hag o c’houzoud hen doa Doue prometet dezhan gant le e lakje ar C’hrist da c’henel euz he lignez hervez ar c’hig, evit hen lakaad da azeza var he dron ; (31) dre ma vele kement-se araog, e lavaraz divarben resurrection ar C’hrist, ne vije ket lezet he ene e-touez ar re varo, ha na velje ket he gig ar vreinadurez. (32) Doue hen deuz resussitet ar Jesus-se ; holl ez omp testou a gement-se. (33) Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bro-