Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/237

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
228
ACTOU AN EBESTEL, III.

messa euz ar Spered-Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman. (34) Rag David n’eo ket pignet en env, mes hen he-unan a lavar : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : Azez a-zeo d’in, (35) ken am bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid.

(36) Ra ouezo eta holl di Israel a-dra-zur, penaos hen deuz Doue great Aotrou ha Christ ar Jesus-se pehini hoc’h euz crucifiet.

(37) Pa glevjont kement-se e oent glac’haret en ho c’halonou, hag e leverjont da Ber ha d’an ebestel all : Tud breudeur, petra a raimp-ni ?

(38) Ha Per a lavaraz dezhe : En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus-Christ, evit remission he bec’hejou ; hag e recevot donezon ar Spered-Santel. (39) Rag ar bromessa a zo bet great deoc’h ha d’ho pugale, ha d’ar re holl a-ziabell, kement hag a vezo galvet gant an Aotrou hon Doue. (40) Ha dre galz a gomzou all e pede stard hag ec’h exhorte anezhe, en eur lavaret : En em zaveteit diouc’h ar wenn fall-ze.

(41) Ar re eta a recevaz he c’her a galon vad, a oe badezet ; hag en devez-se e oe lakeat var-dro tri mil ene e niver an diskibien.

(42) Hogen, kenderc’hel a rent e doctrin an ebestel, a-unan etrezhe, o terri ar bara assambles hag o pedi. (43) Hag e teuaz doujans d’an holl, ha kalz a vurzudou hag a viraclou a oa great gant an ebestel. (44) Hogen, ar re a grede a oa holl assambles er memeus leac’h, ha pep tra a oa commun etrezhe ; (45) gwerza a rent ho zraou hag ho madou, hag e tistribuent anezhe d’an holl, hervez an ezom hen doa pep hini. (46) Ha bemdez e oant aketus assambles en templ ; hag o terri ar bara en ho ziez, e kemerent ho boued gant levenez ha gant eünder a galon ; (47) o veuli Doue, hag o veza agreabl d’ar bobl holl ; hag an Aotrou a greske bemdez an Iliz gant tud hag a oa salvet.


CHABISTR III.


PER ha Ian a oa o sevel assambles d’an templ da heur ar beden, da lavaret eo, an naoved heur. (2) Ha bez’ e oa eun den kam abaoe ma oa ganet, hag a vije digasset, ha lakeat bemdez e-tal dor an templ, galvet an nor Gaer, da c’houlen an aluzen digant ar re a antree en templ. (3) He-