Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/235

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
226
ACTOU AN EBESTEL, II.

dilezet evit mond d’al leac’h ma c’happarchant outhan. (26) Hag e tenjont d’ar sort ; hag ar sort a gwezaz var Matthias, hag he-man a oe lakeat, gant mouez an holl e renk an unnec abostol.


CHABISTR II.


PA oe arruet deiz ar Pentecost, e oant holl assambles er memeus leac’h. (2) Neuze e oe klevet a-greiz holl eun drouz euz an env henvel ouz eur bar-avel o c’hweza krenv, hag a gargaz an ti leac’h ma oant enhan. (3) Hag e veljont teodou, henvel ouz teodou tan, distag an eil diouz egile, pere a bozaz var bep hini anezhe. (4) Hag e oent holl leuniet euz ar Spered-Santel, hag e commansjont da gomz langachou estranjour, hervez ma lake ar Spered anezhe da gomz.

(5) Hogen, bez’ e oa neuze, en Jerusalem, Judevien, tud a zoujans Doue, euz an holl nationou a zo dindan an env. (6) Pa oe klevet eta an drouz-ze, eur foul vraz en em zastumaz eno, hag a oe souezet braz o veza ma kleve pep hini anezhe o komz he langach he-unan. (7) Hag e oant holl er meaz anezhe ho-unan, hag en admiration, hag e lavarent an eil d’egile : An dud-se a zo o komz, ha n’int-hi ket holl Galileed ? (8) Penaos eta e c’hoarvez ma klev pep hini ac’hanomp anezhe e langach ar vro ma’z omp ganet ? (9) Parthed, Meded, Elamited, hag ar re a choum er Mesopotami, er Jude, er C’hapadosi, er Pont hag en Azi, er Phryji, (10) er Pamphyli, en Ejypt, er c’harteriou euz al Libi a zo tost da Cyren, hag estranjourien euz a Rom, (11) Judevien ha Prozelited, Creted hag Arabed, ho c’hlevet a reomp o lavaret en hon langachou an oberou braz a Zoue. (12) Holl eta e oant souezet, ha na ouient petra da zonjal, o lavaret an eil d’egile : Petra a zinifi an dra-man ? (13) Mes re all, oc’h ober goab, a lavare : Leun int a win dous.

(14) Mes Per, ouz en em brezanti gant an unnec, a zavaz he vouez, hag a lavaraz dezhe : Tud Judevien, ha c’houi holl pere a zo o choum en Jerusalem, anavezit kement-man, ha selaouit gant evez va c’homzou : (15) Rag ar re-man n’int ket mezo, evel ma sonjit, rag n’ema c’hoas nemed an deirved heur euz an deiz. (16) Mes kement-man eo ar pez a zo bet lavaret araog dre ar profet Joel : (17) En deiziou diveza, eme Doue, e c’hoarvezo ma skullin euz va Spered var