Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/229

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
220
SANT IAN, XX.

mesket assambles. (40) Kemeret a rejont eta corf Jesus, hag e lienjont anezhan gant linennou, o lakaad louzou a c’houez-vad, evel ma’z eo custum ar Judevien da sebelia.

(41) Hogen, el leac’h ma oa bet crucifiet e oa eur jardin, hag ebarz ar jardin-ze e oa eur bez nevez, en pehini ne oa bet c’hoaz lakeat den e-bed. (42) Lakaad a rejont eta Jesus eno, abalamour da breparation ar Judevien, hag ive dre ma oa tost ar bez.


CHABISTR XX.


AN deiz kenta euz ar sizun, Mari Madalen a zeuaz etrezeg ar bez beure mad, pa oa c’hoas teval ; hag e velaz ar mean lammet kuit divar ar bez. (2) Diredec a reaz eta da gavout Simon Per hag an diskibl all a oa karet gant Jesus ; hag e lavaraz dezhe : Tennet ho deuz an Aotrou euz ar bez, hag hen douget kuit ha ne ouzomp ket e pe leac’h ho deuz lakeat anezhan.

(3) Neuze Per a ieaz er meaz gant an diskibl all, hag ez ejont d’ar bez. (4) Hag e redent ho daou assambles ; mes an diskibl all-ze a redaz buhannoc’h eged Per, hag a erruaz da genta e kichen ar bez. (5) Hag o veza daou-bleget evit sellet, e velaz al lienennou var an douar ; mes n’ez eaz ket ebarz. (6) Mes Simon Per, pehini a zeue var he lerc’h, a erruaz, hag a ieaz er bez, hag a velaz al lienennou a oa var an douar, (7) hag al linsel a oa bet var he ben, pehini ne oa ket lakeat assambles gant al linselliou all ; mes a oa pleget en eul leac’h a-gostez. (8) An diskibl all, pèhini a oa deuet da genta d’ar bez, a ieaz ive ebarz, hag e velaz, hag e credaz. (9) Rag n’ho doa ket c’hoas comprenet ar Scritur a lavar e ranke Jesus resussita a-douez ar re varo. (10) Neuze an diskibien a zistroaz d’ar gear.

(11) Koulskoude Mari a choume er meaz, e-tal ar bez, o wela ; hag evel ma wele, e plegaz evit sellet er bez, (12) hag e velaz daou eal gwisket en gwenn, azezet unan ouz ar pen, hag egile ouz an treid, el leac’h ma oa bet gourvezet corf Jesus. (13) Hag an elez a lavaraz dezhe : Greg, perag e welez-te ? Hi a lavaraz dezhe : Abalamour ma ho deuz douget kuit va Aotrou, ha na ouzon ket pe leac’h ho deuz lakeet anezhan. (14) Ha goude beza lavaret kement-se, e tistroaz hag e velaz Jesus en he za ; mes na ouie