Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/230

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
221
SANT IAN, XX.

ket e oa Jesus hennes. (15) Jesus a lavaraz dezhi : Greg, perag e welez-te ? Piou a glaskez ? Hi, o credi e oa hennes ar jardiner, a lavaraz dezhan : Aotrou, mar d’eo te ec’h euz hen douget kuit, lavar d’in pe leac’h ec’h euz hen lakeat, hag e kemerin anezhan. (16) Jesus a lavaraz dezhi : Mari ! Hag hi, o veza distroet, a lavaraz dezhan : Rabbouni ! da lavaret eo, va Mestr ! (17) Jesus a lavaraz dezhi : Na douch ket ouzin, rag n’oun ket c’hoas pignet etrezeg va Zad ; mes kea da gavoud va breudeur, ha lavar dezhe e pignan etrezeg va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue. (18) Ha Mari Madalen a zeuaz da annonsi d’an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou, hag hen doa lavaret an traou-ze dezhi.

(19) Var ar pardaez euz an deiz-ze, a oa ar c’henta euz ar sizun, an norojou euz al leac’h ma oa assamblet enhan an diskibien, o veza serret, gant aoun rag ar Judevien, Jesus a zeuaz, hag en em brezantaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! (20) Ha goude beza lavaret an dra-ze dezhe, e tiskouezaz dezhe he zaouarn hag he gostez. An diskibien eta, o velet an Aotrou, ho doe eur joa vraz. (21) Ha Jesus a lavaraz adare dezhe : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! Evel ma hen deuz an Tad digasset ac’hanoun, evel-se ive me a gas ac’hanoc’h. (22) Ha pa hen doe lavaret kement-se, e c’hwezaz varnezhe hag e lavaraz dezhe : Recevit ar Spered-Santel. (23) Da biou-benag e pardonot ar pec’hejou, e vezint pardonet dezhe ; hag ar re da bere ho dalc’hot, e vezint dalc’het dezhe.

(24) Hogen, Thomas, unan euz an daouzec, galvet Didimus, ne oa ket ganthe pa zeuaz Jesus. (25) An diskibien all eta a lavaraz dezhan : Ni hon euz gwelet an Aotrou. Mes hen a lavaraz dezhe : Ma na velan en he zaouarn merk an tachou, ha ma na lakaan va biz en merk an tachou, ha ma na lakaan va dorn en he gostez, me na gredin ket.

(26) Eiz deiz goude, he ziskibien a oa adare en ti, ha Thomas a oa ganthe. Jesus a zeuaz, an norojou o veza serret, hag en em zalc’haz en ho c’hreiz hag a lavaraz : Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! (27) Neuze e lavaraz da Dhomas : Laka da viz aman, ha sell ouz va daouarn ; astenn ive da zorn, ha laka-hen em c’hostez, ha na vez ket eun