Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/228

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
219
SANT IAN, XIX.

d’ar sort. Evel-se e reaz ar zoudarded.

(25) Hogen, mam Jesus, ha c’hoar he vam, Mari, greg Cleopas, ha Mari Madalen, en em dalc’he en kichen croaz Jesus. (26) Jesus eta, o velet he vam hag en he c’hichen an diskibl karet ganthan, a lavaraz d’he vam : Greg, setu aze da vab. (27) Neuze e lavaraz d’an diskibl : Setu aze da vam. Hag adaleg an heur-ze, an diskibl-ze he c’hemeraz en he di.

(28) Goude-ze, Jesus, o velet e oa peur-c’hreat pep tra, evit ma vije accomplisset ar Scritur, a lavaraz : Sec’hed em euz. (29) Hogen bez’ e oa eno eur vessel leun a win-egr. Karga a rejont eta eur sponj gant gwin-egr, hag o veza hen lakeat var ben eur gorzen hisop, e lakejont anezhan ouz he c’henou. (30) Ha pa hen doe Jesus kemeret ar gwin-egr, e lavaraz : Peur-c’hreat eo pep tra. Hag o veza pleget he ben, e rentaz ar spered.

(31) Hogen, ar Judevien, evit na choumje ket ar c’horfou var ar groaz e-pad deiz ar sabbat (rag devez ar breparation e oa, hag ar sabbat-se a oa eun devez braz meurbed), a c’houlennaz digant Pilat ma vije torret dezhe ho diou-esker, ha ma vijent lammet ac’hane. (32) Ar zoudarded a zeuaz eta hag a dorraz ho diou-esker d’ar c’henta, ha d’egile a oa bet cruciñet ganthan. (33) Mes, o veza deuet da gichen Jesus, pa veljont penaos e oa dija maro, na dorjont ket he ziou-esker dezhan. (34) Mes unan euz ar zoudarded a doullaz he gostez dezhan gant eul lanç, ha rag-tal e teuaz anezhan goad ha dour. (35) Hag an hini hen deuz gwelet kement-se, hen deuz roet testeni euz an dra-ze (hag he desteni a zo gwir, hag hen a oar ez eo gwir ar pez a lavar), evit ma credot. (36) Hogen, an traoù-ze a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar Scritur: Askorn e-bed dezban na vezo torret. (37) Hag el leac’h all ar Scritur a lavar c’hoas : Gwelet a raint an hini ho deuz toullet.

(38) Goude-ze, Josef a Arimathe, pehini a oa eun diskibl da Jesus, mes en kuz, gant aoun rag ar Judevien, a bedaz Pilat d’hen lezel da lemmel ac’hane corf Jesus ; ha Pilat a bermetaz dezhan. Dond a eure eta, hag e kemeraz corf Jesus. (39) Nicodem, pehini a oa deuet da genta da gavout Jesus en noz, a zeuaz ive, ha ganthan var-dro kant lur aloez ha mirrh