Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/224

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
215
SANT IAN, XVIII.

ieaz etrezeg enhe, hag a lavaraz dezhe : Piou a glaskit-hu ? (5) Respont a rejont dezhan : Jesua a Nazaret. Jesus a lavaraz dezhe : Me eo. Ha Judas, an hini a drahisse anezhan, a oa ive ganthe. (6) Hogen, kerkent ha m’hen doe lavaret dezhe: Me eo, ez ejont a-dre hag e kouezjont d’an douar. (7) Goulen a reaz diganthe c’hoas eur vech all : Piou a glaskit-hu ? Hag int a lavaraz adare : Jesus a Nazaret. (8) Jesus a respontaz : Hen lavaret em euz deoc’h: Me eo ; mar d’eo me eta a glaskit, list ar re-man da vond kuit. (9) Kement-man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz-man hen doa lavaret : N’em euz kollet hini euz ar re ec’h euz roet d’in.

(10) Neuze Simon Per, a oa ganthan eur c’hleze, a dennaz anezhan, hag a skoaz ganthan mevel ar beleg-braz, hag a droc’haz dezhan he skouarn deo ; hag hano ar mevel-ze a oa Malchus. (11) Mes Jesus a lavaraz da Ber : Laka da gleze en he foureo ; daoust ha na evin-me ket ar c’halir hen deuz roet an Tad d’in da eva ?

(12) Neuze ar vanden soudarded, ar c’habiten ha serjanted ar Judevien a gemeraz Jesus hag a ereaz anezhan, (13) hag e kasjont anezhan da genta da di Annas, rag Annas a oa tad-kaer da Gaïphas, pehini a oa beleg-braz er bloaz-ze. (14) Hogen, Caïphas a oa an hini hen doa roet an ali-man d’ar Judevien : Talvoudec eo e varvfe eun den evit ar bobl.

(15) Hogen Simon Per, hag eun diskibl all, ho doa heulliet Jesus. Hag an diskibl-ze a oa anavezet gant ar beleg-braz ; hag ec’h antreaz gant Jesus e palez ar beleg-braz. (16) Mes Per a oa choumet er meaz e-tal an nor. An diskibl all, pehini a oa anavezet gant ar beleg-braz, a ieaz eta er meaz, a gomzaz gant ar borzierez, hag a lekeaz Per da antren. (17) Hag ar plac’h a oa porzierez, a lavaraz da Ber : Ha n’oud-de ket ive euz a ziskibien an den-ze ? Hen a lavaraz : N’ed oun ket. (18) Hag ar servicherien hag ar serjanted a oa eno, ho doa great tan da domma, rag ien e oa an amzer, hag e tomment. Ha Per a oa ganthe, o tomma ive.

(19) Hag ar beleg-braz a interrojaz Jesus divarben he ziskibien, ha divarben he zoctrin. (20) Jesus a respontaz dezhan : Komzet em euz sclear d’ar bed ; kelennet em euz