Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/225

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
216
SANT IAN, XVIII.

bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en-kuz. (21) Perag ec’h interrojez-te ac’hanoun ? Goulen digant ar re ho deuz klevet ac’hanoun, petra em euz lavaret dezhe ; ar re-ze a oar petra em euz lavaret.

(22) Pa hen doe lavaret kement-se, unan euz ar serjanted a roaz eur javedad da Jesus, en eur lavaret dezhan : Hag evel-se eo e respontez-te d’ar beleg-braz ? (23) Jesus a respontaz dezhan : Mar em euz gwall-gomzet, diskouez petra a fall em euz lavaret ; mes mar em euz komzet mad, perag e skoez-te ac’hanoun ? (24) Hag Annas a gassaz anezhan ereet da Gaïphas, ar beleg-braz.

(25) Ha Simon Per a oa eno, o tomma ; hag e leverjont dezhan : Ha n’oud-de ket ive euz he ziskibien ? Hen nac’h a reaz, hag e lavaraz : N’oun ket. (26) Hag unan euz a zervicherien ar beleg-braz, a oa euz kerent an hini a oa bet troc’het he skouarn dezhan gant Per, a lavaraz dezhan : Ha n’em euz-me ket gwelet ac’hanoud ganthan er jardin ? (27) Neuze Per a nac’haz adare ; ha rag-tal ar c’hilloc a ganaz.

(28) Neuze e kasjont Jesus euz a di Gaïphas d’ar pretouar ; an dra-man a oa deuz ar beure, ha na antrejont ket er pretouar, gant aoun d’en em souilla hag evit gallout debri ar Pask.

(29) Pilat eta a zeuaz er meaz d’ho c’havoud, hag a lavaraz dezhe : Petra a damallit-hu d’an den-man ? (30) Respont a rejont dezhan : Ma na vije ket hennes eun torfetour, n’hor bije ket livret anezhan d’id. (31) Pilat a lavaraz dezhe : Kemerit-hen hoc’h-unan, ha barnit-hen hervez ho lezen. Ar Judevien a lavaraz dezhan : N’eo ket permetet deomp lakaad eun den d’ar maro. (32) Kement-man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz hen doa lavaret Jesus, o tiscleria dre be seurt maro e tlie mervel.

(33) Neuze Pilat a antreaz adare er pretouar, hag o veza lakeat gervel Jesus, e lavaraz dezhan : Ha te eo roue ar Judevien ? (34) Jesus a respontaz dezhan : Hag ac’hanoud da-unan eo e leverez-te kement-se ac’hanoun, pe re all ho deuz hen lavaret d’id ? (35) Pilat a respontaz : Hag eur Judeo oun-me ! Tud da vro da-unan ha prinsed ar veleien ho deuz da livret d’in ; petra ec’h euz-te great ? (36) Jesus a respontaz : Va rouantelez n’eo