Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/223

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
214
SANT IAN, XVIII.

joa peur-leuniet enhe. (14) Roet em euz dezhe da c’her, hag ar bed hen deuz ho c’haseet, abalamour n’int ket euz ar bed, evel n’emoun ket va-unan euz ar bed. (15) Na bedan ket ac’hanoud d’ho lemmel euz ar bed, mes d’ho diwall euz an drouk. (16) N’int ket euz ar bed, evel n’ed oun ket va-unan euz ar bed. (17) Santifi anezhe dre da wirionez ; da c’her eo ar wirionez. (18) Evel ma ec’h euz va digasset er bed, em euz ive ho c’hasset er bed. (19) Hag en em zantifia a ran va-unan evithe, evit ma vezint ive santifiet dre ar wirionez.

(20) Hogen, n’e ket evithe hep-ken e pedan ; mes ive evit ar re a gredo enoun dre ho c’homz ; (21) evit ma vezint holl unan, evel ma’z oud enoun, o va Zad, hag evel ma’z oun enoud ; evit ma vezint ive unan enomp-ni ; evit ma credo ar bed eo te ec’h euz digasset ac’hanoun. (22) Roet em euz dezhe ar gloar ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel ma’z omp-ni unan, (me enhe, ha te enoun,) (23) evit ma vezint peur-c’hreat en unan, hag evit ma c’hanavezo ar bed ec’h euz va digasset, hag e karez anezhe, evel ma ec’h euz va c’haret.

(24) O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed. (25) Tad just, ar bed n’hen deuz ket anavezet ac’hanoud ; mes me, em euz da anavezet, hag ar re-man ho deuz anavezet eo te ec’h euz va digasset. (26) Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va-unan enhe.


CHABISTR XVIII.


GOUDE m’hen doe lavaret Jesus an traou-ze, ez eaz gant he ziskibien en tu all da ster Cedron. Eno e oa eur jardin, hag ec’h antreaz ebarz gant he ziskibien.

(2) Judas, an hini a drahisse anezhan, a anaveze ive al leac’h-ze, rag Jesus a oa bet eno alies assambles gant he ziskibien. (3) Judas eta, o veza kemeret ar vanden soudarded hag ar serjanted euz a-berz prinsed ar veleien hag ar Farizianed, a zeuaz di gant leternou, gant torchadou-goulou ha gant armou. (4) Ha Jesus, o c’houzout kement a dlie c’hoarvezout ganthan, a