Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/218

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
209
SANT IAN, XV.

deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.

(27) Lezel a ran ar peoc’h ganeoc’h ; rei a ran deoc’h va feoc’h ; n’hen roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na vezit ket troublet ho calon, ha bezit heb aoun. (28) Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h : Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret : Mond a ran da gavoud an Tad ; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun. (29) Ha breman me em euz hen lavaret deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra-ze, evit ma credot pa vezo c’hoarvezet. (30) Na gomzin mui nemeur ganeoc’h, rag erru eo prins ar bed-man ; mes n’hen deuz netra enoun. (31) Mes evit ma c’hanavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pez a zo bet gourc’hemenet d’in gant an Tad, savit, ha deomp ac’halen.


CHABISTR XV.


ME eo ar gwir winien, ha va Zad eo ar gwinienour. (2) Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez ; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez. (3) C’houi a zo dija net, abalamour d’ar Ger em euz prezeget deoc’h. (4) Choumit enoun, ha me a choumo enoc’h. Evel na hell ket ar branc dougen frouez anezhan he-unan, ma na choum ket stag ouz ar c’hef, evel-se c’houi na hellit ket ken neubeud, ma na choumit ket enoun. (5) Me eo ar winien, c’houi eo ar brancou. An hini a choum enoun, ha me enhan, hennes a zoug kalz a frouez ; rag distag diouzin, na hellit ober netra. (6) Mar d’euz unan-benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha ; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont. (7) Mar choumit enoun, ha mar choum va c’homzou enoc’h, goulennit ar pez a garot, hag e vezo roet deoc’h. (8) Mar deuit da zougen kalz a frouez, neuze e vezo va Zad glorifiet, hag e viot va diskibien.

(9) Evel ma hen deuz va Zad karet ac’hanoun, em euz ive ho karet ; choumit em c’harantez. (10) Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez ; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he ga-