Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/219

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
210
SANT IAN, XV.

rantez. (11) An traou-man em euz lavaret deoc’h, evit ma choumo va joa enoc’h, ha ma vezo peur-leuniet ho choa.

(12) He-man eo va gourc’hemen, ma en em garot an eil egile, evel ma em euz ho karet. (13) Den e-bed n’hen deuz brassoc’h karantez eged an hini a ro he vuez evit he vignoned. (14) Va mignoned e viot, mar grit kement em euz gourc’hemenet deoc’h. (15) A-vreman n’ho kalvan ken servicherien, rag ar servicher na oar ket petra a ra he vestr, mes ho kalvet em euz mignoned, abalamour ma em euz roet da anaoud deoc’h an holl draou am euz klevet gant va Zad. (16) N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz ; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan. (17) Ar pez a c’hourc’hemenan deoc’h, eo en em garet an eil egile.

(18) Mar hen deuz ar bed kassoni ouzoc’h, gouezit penaos hen deuz bet ive kassoni ouzin-me araog. (19) Ma vijec’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a zo dezhan ; mes dre n’ez oc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet a-douez ar bed, dre-ze ar bed a deu d’ho kasaad. (20) Ho pezet memor euz ar gomz-man em euz lavaret deoc’h : Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun-me, e persecutint ac’hanoc’h ive ; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re-c’houi. (21) Mes kement-se holl a raint deoc’h abalamour d’am hano, rag na anavezont ket an hini hen deuz va digasset.

(22) Ma na vijen ket deuet, ha ma n’em bije ket komzet outhe, n’ho divije ket a bec’hed ; mes breman n’ho deuz excus e-bed evit ho fec’hed. (23) An hini hen deuz kaz ouzin, hen deuz kaz ive ouz va Zad. (24) Ma n’am bije ket great en ho zouez an oberou n’int bet great gant hini all e-bed, n’ho divije ket a bec’hed ; mes breman ho deuz gwelet anezhe, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive. (25) Mes kement-se a zo c’hoarvezet, evit ma vezo accomplisset ar gomz a zo scrivet en ho lezen : Va c’haseet ho deuz heb rezon.

(26) Pa vezo deuet ar C’honsolator a gassin deoc’h a-beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun. (27) Ha c’houi ive a roio