Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/217

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
208
SANT IAN, XIV.

deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez-te : Diskouez deomp an Tad ! (10) Ha na gredez-te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun ? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va-unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran. (11) Credit ac’hanoun, pa lavaran emoun en Tad, hag ema va Zad enoun ; pe da vihana, credit ac’hanoun abalamour d’an oberou-ze ho-unan. (12) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini a gred enoun a rai ive an oberou a ran, hag e rai re vrassoc’h eged ar re-man, dre ma’z an da gavoud va Zad. (13) Ha petra-benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab. (14) Mar goulennit eun dra-benag em hano, me a raio anezhan.

(15) Mar karit ac’hanoun, mirit va gourc’hemenou. (16) Ha me a bedo an Tad, hag hen a roio deoc’h eur C’honsolator all, evit choum ganeoc’h da viken, (17) ar Spered a wirionez, ha na hell ket ar bed hen receo, abalamour ne vel ket anezhan ha ne anavez ket anezhan ; mes c’houi a anavez anezhan, rag hen a choum ganeoc’h, hag e vezo enoc’h. (18) Na lezin ket ac’hanoc’h emzivad ; dond a ran d’ho kavout. (19) C’hoas eun neubeud amzer, hag ar bed n’am gwelo mui, mes c’houi a velo ac’hanoun ; abalamour ma vevan, c’houi a vevo ive. (20) En deiz-ze ec’h anavezot emoun em Zad, ha c’houi enoun, ha me enoc’h. (21) An hini hen deuz va gourc’hemenou hag a vir anezhe, hennes eo a gar ac’hanoun ; hag an hini a gar ac’hanoun a vezo karet gant va Zad, ha me a garo anezhan, hag en em roin da anaoud dezhan.

(22) Judas, (n’e ket an Iscariot eo,) a lavaraz dezhan : Aotrou, a be leac’h e teu ma en em ziskouezi deomp-ni, ha nann d’ar bed ? (23) Jesus a respontaz dezhan : Mar kar unan-benag ac’hanoun, e viro va c’homzou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp d’he gavoud, hag e raimp hon demeurans ganthan. (24) An hini na gar ket ac’hanoun, na vir ket va c’homzou ; hag ar c’homzou hoc’h euz klevet n’int ket va re-me, mes re an Tad pehini hen deuz va digasset. (25) An traou-man a lavaran deoc’h, e-pad ma emoun o choum ganeoc’h. (26) Mes ar C’honsolator, ar Spered-Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko