Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/202

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
193
SANT IAN, VIII.

gen, an esclav na choum ket atao en ti ; mes ar mab a choum atao enhan. (36) Mar deu eta ar Mab d’ho renta libr, e vezoc’h libr en gwirionez. (37) Gouzoud a ran ez oc’h lignez Abraham, mes c’houi a glask va lakaad d’ar maro, abalamour n’ho deuz ket va c’homzou a zigemer enoc’h. (38) Me a lavar ar pez em euz gwelet em Zad ; ha c’houi a ra ive ar pez hoc’h euz gwelet en ho tad. (39) Int a respontaz dezhan Abraham eo hon tad. Jesus a lavaraz dezhe : Ma vijec’h bugale Abraham, e rajec’h oberou Abraham. (40) Mes breman e klaskit va lakaad d’ar maro, me, eun den hag hen deuz lavaret deoc’h ar wirionez em euz klevet gant Doue ; Abraham n’hen deuz ket great kement-se. (41) C’houi a ra oberou ho tad.

Rag-se e leverjont dezhan : Ni n’omp ket ganet euz an avoultrerez ; n’hon euz nemed eun Tad, pehini eo Doue. (42) Jesus a lavaraz dezhe : Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a-beurz Doue e teuan ; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va-unan, mes hen eo hen deuz va digasset. (43) Perag na intentit-hu ket ar pez a lavaran deoc’h ? Abalamour na hellit ket selaou va c’homzou. (44) An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he-unan ; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou. (45) Mes c’houi n’am c’hredit ket abalamour ma lavaran deoc’h ar wirionez. (46) Pe hini ac’hanoc’h a damallo ac’hanoun da veza pec’het ? Ha mar lavaran ar wirionez, perag na gredit-hu ket ac’hanoun ? (47) An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue ; dre-ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue.

(48) Ar Judevien a respontaz dezhan : Ha n’hon euz-ni ket a leac’h da lavaret ez oud eur Samaritan, hag ez euz eun diaoul enoud ? (49) Jesus a respontaz : N’euz diaoul e-bed ganen, mes henori a ran va Zad, ha c’houi a zizhenor ac’hanoun. (50) Ne glaskan ket va gloar va-unan, beza ez euz unan hag he c’hlask, hag a varn. (51) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Mar deu unan-benag da viret vâ c’homzou, ne velo biken ar maro. (52) Ar Judevien