a lavaraz dezhan : Breman ec’h anavezomp ez euz eun diaoul enoud ; Abraham a zo maro hag ar brofeted ive, ha te a lavar : Mar deu eun den benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro. (53) Daoust ha te a zo brassoc’h eged hon tad Abraham, a zo maro ? Ar brofeted ive a zo maro ; piou e bretantez-te beza ? (54) Jesus a respontaz : Mar en em c’hlorifian va-unan, va gloar n’eo netra ; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue. (55) Koulskoude n’hoch euz ket hen anavezet ; mes me a anavez anezhan : ha ma lavarfen n’hen anavezan ket, e vefen eur gaouiad evel-d’oc’h ; mes hen anaoud a ran, ha miret a ran he gomzou. (56) Abraham ho tad hen deuz tridet gant ar joa, o sonjal e tlie gwelet va dervez ; hen gwelet hen deuz hag ez eo bet leun a joa.
(57) Ar Judevien a lavaraz dezhan : N’ec’h euz ket c’hoas hanter kant vloaz, hag ec’h euz gwelet Abraham ! (58) Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.
(59) Neuze e kemerjont mein evit ho zeurel ganthan ; mes Jesus en em guzaz hag ez eaz er meaz euz an templ, o trement dre ho c’hreiz, hag evel-se ez eaz kuit.
VEL ma oa Jesus o tremen, e velaz eun den hag a oa dall abaoe he c’hinivelez. (2) Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan : Mestr, piou hen deuz pec’het, pe an den-man, pe he dad, pe he vam, pa’z eo deuet dall var an douar ? (3) Jesus a respontaz : N’eo ket ma hen defe he-man pec’het ; nag he dad nag he vam ken neubeud ; mes kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vezo diskouezet oberou Doue enhan. (4) Red eo d’in, e-pad ma’z eo deiz, ober oeuvrou an hini hen deuz va digasset ; an noz a zeu, en pehini na hell den labourat. (5) E-pad ma’z oun er bed, ez oun goulou ar bed.
(6) Goude beza lavaret kement-se, e cranchaz d’an douar, hag e reaz fank gant he granch, hag e frotaz daoulagad an den dall gant ar fank-se, (7) hag e lavaraz dezhan : Kea, hag en em walc’h e lenn Siloe (ar pez a zinifi Kasset). Mond a reaz eta hag en em walc’haz, hag ez eaz ac’hane o velet sclear. (8) Hogen, an amezeien hag ar