Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/201

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
192
SANT IAN, VIII.

deuz va digasset a rent ive testeni ac’hanoun. (19) Lavaret a rent eta dezhan : E pe leac’h ema da Dad ? Jesus a respontaz : Na anavezit na me na va Zad. Ma c’hanavezjec’h ac’hanoun, ec’h anavezjec’h ive va Zad.

(20) Jesus a lavaraz ar c’homzou-ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas.

(21) Jesus a lavaraz c’hoas dezhe : Mond a ran kuit, ha c’houi am c’hlasko, hag e varvot en ho pec’hed ; ne hallit ket dond el leac’h ma’z an. (22) Ar Judevien a lavare eta : Daoust hag hen en em lazo he-unan, pa’z eo gwir e lavar : Ne hallit ket dond el leac’h ma’z an ? (23) Hag e lavaraz dezhe : C’houi a zo euz an traon ; ha me a zo euz an neac’h. C’houi a zo euz ar bed-man, ha me, n’oun ket euz ar bed-man. (24) Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou ; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.

(25) Lavaret a rent eta dezhan : Piou oud-te ? Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ar pez a lavaran deoc’h adaleg ar pen kenta. (26) Bez’ em euz kalz a draou da lavaret divar ho pen ha da varn enoc’h ; mes an hini hen deuz digasset ac’hanoun a zo gwirion, hag ar pez em euz klevet diganthan, hen lavaran er bed. (27) Ne gomprenjont ket e komze dezhe euz an Tad.

(28) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va-unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad. (29) An hini hen deuz va digasset a zo ganen. Hag an Tad n’hen deuz ket va lezet va-unan, rag ober a ran bepred ar pez a blij dezhan.

(30) Pa oa Jesus o lavaret an traou-ze, kalz a dud a gredaz enhan.

(31) Jesus a lavaraz eta d’ar Judevien ho doa credet enhan : Mar kendalc’hit em c’homzou ez oc’h en gwirionez va diskibien. (32) Hag ec’h anavezot ar wirionez, hag ar wirionez ho rento libr.

(33) Hag e respontjont dezhan : Ni a zo lignez Abrabam, ha biskoas n’omp bet esclaved dindan den ; perag eta e leverez-te : C’houi a vezo rentet libr. (34) Jesus a respontaz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag en em ro d’ar pec’hed, a zo esclav d’ar pec’hed. (35) Ho-