Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/200

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
191
SANT IAN, VIII.


(2) Ha da c’houlou-deiz e teuaz adare en templ, hag ar bobl holl a zeuaz d’hen kavout ; hag, o veza azezet, e kelenne anezhe.

(3) Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a zigassaz dezhan eur vaouez a oa bet kavet en avoultriach, hag o veza lakeat anezhi en ho c’hreiz, (4) e leverjont dezhan : Mestr, ar vaouez-man a zo bet kavet o pec’hi dre avoultriach. (5) Hogen, Moises, el lezen, hen deuz gourc’hemenet deomp laza a daoliou mein ar seurt tud-ze ; ha te, petra a leverez-te var gement-se ? (6) Kement-se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar. (7) Hag evel ma talc’hent d’hen interroji, e savaz en he za, hag e lavaraz dezhe : An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h ra sklapo ganthi ar mean kenta. (8) Hag o veza en em bleget adare, e scrive var an douar. (9) Pa glevjont kement-se, o santout ho c’houstians o rebech dezhe, ez ejont kuit an eil goude egile, en eur gommans dre ar re gossa beteg ar re diveza ; ha Jesus a oe lezet he-unan gant ar vaouez a oa eno er c’hreiz. (10) Neuze Jesus, o veza savet en he za, hag evel na vele den nemed ar vaouez, a lavaraz dezhi : Maouez peleac’h ema ar re a oa ouz da damal ? N’ed oud bet condaonet gant hini anezhe ? (11) Hou-man a lavaraz : Gant hini, Aotrou. Jesus a lavaraz dezhi : Me na gondaonan ket ac’hanoud ken neubeud ; kea ha na bec’h mui.

(12) Jesus a gomzaz c’hoas d’ar bobl, hag a lavaraz : Me eo sclerijen ar bed ; an hini a heul ac’hanoun, na valeo ket en devalijen, mes bez’ hen devezo sclerijen ar vuez.

(13) Ar Farizianed a lavaraz dezhan : Te a ro testeni ac’hanoud da-unan ; da desteni n’eo ket gwirion. (14) Jesus a respontaz dezhe : Petra-benag ma roan testeni ac’hanoun, va zesteni a zo gwirion, rag me a oar a be leac’h ez oun deuet, ha da be leac’h ez an ; mes c’houi, na ouzoc’h nag a be leac’h e teuan, na da be leac’h ez an. (15) C’houi a varn hervez ar c’hig ; me na varnan den e-bed. (16) Ha mar barnan, va barnedigez a zo dign da veza credet ; rag me n’emoun ket va-unan, rag ganen ema an Tad hen deuz va digasset. (17) Scrivet eo en ho lezen penaos testeni daou zen a zo dign da veza credet. (18) Me eo a rent testeni ac’hanoun va-unan ; an Tad hen