Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/199

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
190
SANT IAN, VIII.

etrezhe : Da be leac’h ez ai ma n’her c’havimp ket ? Ha mond a rai etrezeg ar re a zo disperset e-touez ar Greked, evit kelen ar Greked ? (36) Petra a zinifi ar gomz-man, hen deuz lavaret : Va c’hlask a reot, ha n’am c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont ?

(37) D’an deiz diveza, devez braz ar gouel, Jesus a oa eno, hag a lavare, en eur grial : Mar deuz unan-benag hag hen deuz sec’hed, ra zeui d’am c’havoud, ha ra evo. (38) An hini a gred enoun, e tiredo euz anezhan steriou a zour beo, hervez ma lavar ar Scritur. (39) (Hogen, lavaret a reaz kement-se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo ; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered-Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)

(40) Kalz euz ar bobl, o veza klevet ar c’homzou-ze, a lavare : He-man eo en gwirionez ar profet. (41) Darn all a lavare : He-man eo ar C’hrist. Mes darn all a lavare : Daoust ha deuz ar C’halile e tle dond ar C’hrist ? (42) Ha na lavar ket ar Scritur e teu ar C’hrist euz a lignez David, hag euz a gear Bethlehem, a be leac’h e oa David ? (43) Bez’ e oa eta division e-touez ar bobl divar he ben. (44) Ha darn anezhe a felle dezhe cregi enhan ; koulskoude den e-bed na lakeaz he zorn varnezhan.

(45) Ar serjanted eta a zistroaz etrezeg prinsed ar veleien hag ar Farizianed, hag ar re-man a lavaraz dezhe : Perag n’hoc’h euz-hu ket digasset anezhan ? (46) Ar serjanted a respontaz : Biskoas den n’hen deuz komzet evel an den-ze ! (47) Ar Farizianed a lavaraz dezhe : Daoust ha c’houi a zo bet ive gounezet ? (48) Ha bez’ a zo unan-benag euz ar chefou pe euz ar Farizianed hag hen defe credet enhan ? (49) Mes ar bobl-ze, pehini na anavez ket al lezen, a zo milliget.

(50) Nicodem (an hini a oa deuet en noz da gavout Jesus, hag a oa unan anezhe), a lavaraz dezhe : (51) Hon lezen, daoust hag hi a varn eun den heb beza hen klevet araog, hag heb gouzout petra hen deuz great ? (52) Respont a rejont dezhan : Hag eur Galilead oud-te ive ? Klask, ha gwel ha profet e-bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.

(53) Ha pep hini anezhe a ieaz d’ar gear.


CHABISTR VIII.


MES Jesus a ieaz var ar menez Olived.