Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/198

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
189
SANT IAN, VII.

ket a injustis enhan. (19) Moises ha n’euz-hen ket roet deoc’h al lezen ? ha koulskoude hini ac’hanoc’h na vir al lezen. Perag e klaskit-hu va lakaad d’ar maro ?

(20) Ar bobl a respontaz dezhan : Eun drouk-spered a zo enoud ; piou a glask lakaad ac’hanoud d’ar maro ?

(21) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : Eun dra em euz great, hag ho laka holl souezet.

(22) Moises hen deuz gourc’hemenet deoc’h ar circoncision (n’eo ket ma teufe euz a Voises, mes euz an tadou), hag e circoncisit eun den deiz ar sabbat. (23) Mar bez circonciset eun den deiz ar sabbat, evit miret lezen Moises, perag oc’h euz-hu droug ouzin-me, abalamour ma’m euz roet ar iec’hed da eun den deiz ar sabbat ? (24) Na varnit ket hervez an apparans, mes barnit hervez ar justis.

(25) Hag unan-benag a dud Jerusalem a lavare : N’e ket he-man eo an hini a oar o klask anezhan da lakaad d’ar maro ? (26) Ha setu hen o komz dirag an holl, ha ne leverer netra dezhan. Daoust hag ar chefou ho defe anavezet ez eo en gwirionez ar C’hrist ? (27) Mes ni a oar a be leac’h e teu heman ; e leac’h pa zeuio ar C’hrist, ne ouezo den euz a be leac’h eo.

(28) Jesus eta a grie en templ, en eur gelen, hag en eur lavaret : Anaoud a rit ac’hanoun, hag ec’h ouzoc’h a be leac’h ez oun. N’ed oun ket deuet ac’hanoun va-unan, mes an hini hen deuz va digasset a zo gwirion, ha c’houi na anavezit ket anezhan. (29) Hogen, me hen anavez ; rag euz he berz eo e teuan, hag hen eo hen deuz va digasset.

(30) Klask a rent eta an tu da gregi enhan ; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur. (31) Koulskoude kalz a-douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare : Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he-man ?

(32) Ar Farizianed, o veza klevet ar pez a lavare ar bobl e-kuz divar he ben, en em glevaz gant prinsed ar veleien, evit kas serjanted da gregi enhan. (33) Setu perag Jesus a lavaraz dezhe : Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h ; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset. (34) Va c’hlask a reot, ha n’em c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont. (35) Ar Judevien eta a lavaraz