Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/193

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
184
SANT IAN, VI.

fen. (47) Mes ma na gredit ket he scridou, penaos ec’h hallot-hu credi va c’homzou-me ?


CHABISTR VI.


GOUDE-ZE, Jesus a dremenaz en tu all da vor Galile, a c’halver ive mor Tiberiad.

(2) Hag eur foul braz a dud a heullie anezhan, rag gwelet a rent ar miraclou a rea var ar re glanv. (3) Ha Jesus a bignaz var ar menez, hag ec’h azezaz eno gant he ziskibien.

(4) Hogen, ar Pask, gouel ar Judevien, a oa tost.

(5) Jesus eta, o veza savet he zaou-lagad, hag o velet ar bobl vraz a zeue d’hen kavoud, a lavaraz da Philip : A be leac’h e prenimp ni bara, evit m’ho devezo an dud-man da zebri ? (6) Hogen, lavaret a rea kement-se evit hen amprouv, rag gouzoud a rea petra a dlie da ober. (7) Philip a respontaz dezhan : Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.

(8) Unan euz he ziskibien, Andre, breur da Simon Per, a lavaraz dezhan : (9) Bez’ ez euz aman eur c’hrennard hag a zo ganthan pemp bara heiz ha daou besk ; mes petra eo an dra-ze evit kement a dud ?

(10) Neuze Jesus a lavaraz : Lakit an dud-ze da azeza. Hogen bez’ e oa kalz a yeot eno. An dud eta a azezaz, en niver a bemp mil den pe var-dro. (11) Ha Jesus a gemeraz ar baraou, ha goude beza rentet grasou, e tistribuaz anezhe d’an diskibien, hag an diskibien ho distribuaz d’ar re a oa azezet ; ober a rejont kement all gant ar pesked, hag ho doe kement ha ma karient. (12) Goude ma ho doe bet ho gwalc’h, e lavaraz d’he ziskibien : Dastumit an tammou a zo choumet evit na ielo netra da goll. (13) Ho dastum a rejont eta, hag e oe karget daouzec paner gant an tammou euz ar pemp bara heiz a oa choumet en dilerc’h ar re ho doa debret.

(14) Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare : He-man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed. (15) Jesus eta oc’h anaoud e tlient dond d’he gemeret, evit hen lakaad da roue, en em dennaz adare he-unan var ar menez.

(16) Pa oe deuet an abardaez, he ziskibien a ziskennaz etrezeg ar mor, (17) hag, o veza antreet er vag, e felle dezhe mond en tu all d’ar mor da