Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/192

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
183
SANT IAN, V.

abalamour ma’z eo Mab an den. (28) Na vezit ket souezet euz a gement-se ; rag tostaad a ra an heur ma teuio ar re holl a zo er beziou da glevet he vouez, ha da zond er meaz ; (29) ar re ho devezo great mad, a resussito evit ar vuez, hag ar re ho devezo great fall, a resussito evit ar varnedigez.

(30) Na hellan ober netra ac’hanoun va-unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va-unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset. (31) Mar rentan testeni ac’hanoun va-unan, va zesteni n’eo ket dign da veza credet. (32) Beza ez euz unan all hag a rent testeni d’in, ha gouzoud a ran ez eo dign da veza credet an desteni a ro d’in. (33) Kasset hoc’h euz tud da gavoud Ian, hag hen hen deuz rentet testeni d’ar wirionez. (34) Evidoun-me ne glaskan ket testeni an den, mes lavaret a ran an traou-man evit ma viot salvet. (35) Ian a oa eur c’houlaouen o tevi hag o rei sclerijen, ha c’houi a zo bet fellet deoc’h, evit eur pennad, en em rejouissa ouz he sclerijen.

(36) Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian ; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou-ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad. (37) Hag an Tad pehini hen deuz va digasset, hen deuz he-unan roet testeni ac’hanoun. C’houi n’hoc’h euz biskoas na klevet he vouez, na gwelet anezhan. (38) Hag he gomz na choum ket enoc’h ; pa’z eo gwir ne gredit ket d’an hini hen deuz digasset deoc’h. (39) Furchal a rit ar Scrituriou, rag enhe e sonjit kaoud ar vuez eternel ; hag int eo a rent testeni ac’hanoun ; (40) ha na fell ket deoc’h dond d’am c’havoud evit kaoud ar vuez. (41) Me na recevan ket va gloar euz aberz an dud ; (42) mes anaoud a ran n’hoc’h euz ket karantez Doue enoc’h hoc’h-unan. (43) Deuet oun en hano va Zad, ha c’houi na recevit ket ac’hanoun ; mar deu unan all en he hano he-unan, c’houi hen recevo. (44) Penaos ec’h hellit-hu credi, pa dennit ho kloar an eil euz egile, ha na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hep-ken ?

(45) N’it ket da zonjal ez eo me ho tamallo dirag an Tad ; Moises, en pehini ec’h esperit, hennes eo an hini a damallo ac’hanoc’h. (46) Rag ma credjec’h en Moises e credjec’h ive enoun-me ; rag scrivet hen deuz divar va