Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/194

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
185
SANT IAN, VI.

Gapernaüm ; tenval e oa dija, ha Jesus ne oa ket deuet c’hoas d’ho c’havout. (18) Dre ma oa krenv an avel, ar mor a zave he darzou. (19) Mes goude m’ho doe ranviet var-dro pemp var-n’ugent pe tregont stad, e veljont Jesus o vale var ar mor, hag o tostaad d’ar vag ; hag e oent spountet. (20) Mes hen a lavaraz dezhe : Me eo, n’ho pezit ket a aoun. (21) Digemer a rejont eta anezhan gant plijadur er vag, ha kerkent, ar vag en em gavaz ouz an douar da behini ez eent.

(22) An deiz varlerc’h, ar bobl a oa choumet en tu all d’ar mor, a velaz ne oa bet bag all e-bed eno nemed an hini en pehini e oa eat he ziskibien, ha penaos Jesus ne oa ket eat ebarz ar vag ganthe, mes e oant eat kuit ho-unan (23) (koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou) ; (24) pa velaz eta ar bobl penaos Jesus ne oa ket eno, nag he ziskibien ken neubeud, ez ejont er bagou, hag e teujont da Gapernaüm da glask Jesus.

(25) Hag o veza hen kavet en tu all d’ar mor, e leverjont deshan : Mestr, peur oud-te en em gavet aman ? (26) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran deoc’h, c’houi a glask ac’hanoun, n’e ket abalamour ma hoc’h euz gwelet miraclou, mes abalamour ma hoc’h euz debret euz ar bara, ha ma’z oc’h bet rassaziet. (27) Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den ; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he-man gant he ziel.

(28) Lavaret a rejont eta dezhan : Petra a raimp-ni evit accomplissa oeuvrou Doue ? (29) Jesus a respontaz dezhe : OEuvr Doue eo, ma credfac’h en hini a zo bet digasset ganthan.

(30) Neuze e leverjont dezhan : Pe seurt miracl a rez-te eta evit ma her gwelimp, ha ma credimp enoud ? Pe seurt oeuvr a rez-te ? (31) Hon tadou ho deuz debret ar mann en dezert, hervez ma’z eo scrivet : Roet hen deuz dezhe da zebri ar bara euz an env.

(32) Ha Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Moises n’hen deuz ket roet deoc’h bara an env ; mes va Zad a ro deoc’h ar gwir vara euz an env. (33) Rag bara Doue eo an hini a zo