Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/178

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
169
SANT LUCAS, XXIV.


CHABISTR XXIV.


MES an deiz kenta euz ar sizun, e teujont mintin mad d’ar bez, o tigas ganthe al louzou a c’houez-vad ho doa preparet ; ha bez’ e oa unan-benag all assambles ganthe. (2) Hag e kavjont e oa bet lammet kuit ar mean a oa o c’holo ar bez. (3) Hag o veza eat ebarz, ne gavjont ket corf an Aotrou Jesus. (4) Hag evel ne ouient petra da zonjal var gement-se, daou den gwisket gant dillad lugernus en em diskouezaz dezhe. (5) Hag evel ma oant spountet holl, ha ma plegent ho fen var-zu an douar, ar re-man a lavaraz dezhe : Perag e klaskit-hu etouez ar re varo an hini a zo beo ? (6) N’ema ket aman, mes resussitet eo. Ho pezit memor e pe doare hen deuz komzet ouzoc’h pa edo c’hoas er Galile, pa lavare : (7) Red eo da Vab an den beza livret etre daouarn an dud fall, ha beza crucifiet, ha resussita an trede deiz. (8) Hag e teuaz sonj dezhe euz he gomzou.

(9) Ha pa oant distro euz ar bez, e contjont an traou-ze holl d’an unnec, ha da bep hini deuz ar re all. (10) Ar re a lavaraz an traou-ze d’an ebestel a oa Mari Magdalen, Jeanned, ha Mari, mam Jakes, hag ar re all a oa assambles ganthe. (11) Mes kemer a rejont ho c’homzou evit hunvreou, ha n’ho c’hredjont ket.

(12) Koulskoude Per a zavaz hag a redaz d’ar bez, hag o veza pleget da zellet, na velaz nemed al lienenou a oa var an douar ; hag ez eaz ac’hane, souezet braz enhan he-unan gant ar pez a oa c’hoarvezet.

(13) Er memeus devez, daou anezhe a oa o vond da eur bourg hanvet Emmaüs, var hed tri-ugent staden diouz Jerusalem. (14) Hag e tivizent assambles divarben ar pez a oa c’hoarvezet. (15) Hag e-pad ma oant o komz, hag o rezoni etrezhe, Jesus he-unan a dostaaz outhe hag en em lekeaz da vale assambles ganthe. (16) Mes ho daou-lagad a oa dallet, en hevelep doare ne anavezjont ket anezhan.

(17) Hag e lavaraz dezhe : Divarben petra e komzit-hu evel-se assambles, en eur vond dre an herit, ha petra a zo caoz ma’z oc’h trist ? (18) Unan anezhe, hanvet Cleopas, a respontaz dezhan : Daoust hag en Jerusalem ez euz eun estranjour-benag nemed’oud, ha na anavezfe ket an traou a zo bet c’hoarvezet eno, an deiziou-man ? (19) Hag e lavaraz