Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/179

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
170
SANT LUCAS, XXIV.

dezhe : Pe seurt traou ? Ar re-man a respontaz : Ar pez a zo c’hoarvezet gant Jesus a Nazaret, pehini a oa eur profet galloudec en he oberou hag en he gomzou dirag Doue ha dirag ar bobl holl ; (20) ha penaos ho deuz prinsed ar veleien hag hon otoriteou livret anezhan da veza condaonet d’ar maro, hag ho deuz hen crucifiet. (21) Evidomp-ni a oa en gortoz e vije hennes an hini a dlie delivra Israel, ha koulskoude, setu aman dija an trede deiz abaoe ma’z eo c’hoarvezet an traou-ze. (22) Gwir eo ez omp bet estonet braz gant ar pez a zo bet lavaret deomp gant gragez euz hon touez ; rag o veza eat abred diouz ar mintin d’ar bez, (23) hag, o veza n’ho doa ket kavet he gorf eno, ez int deuet en eur lavaret ho doa gwelet elez hag ho deuz lavaret dezhe ez eo beo. (24) Ha darn euz ar re a zo ganeomp a zo bet beteg ar bez, hag ho deuz kavet pep tra evel m’ho doa lavaret ar gragez ; mes evithan, n’ho deuz ket hen gwelet. (25) Neuze e lavaraz dezhe : O tud diskiant, ha tud a galon diegus da gredi ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted ! (26) Daoust ha ne oa ket red d’ar C’hrist souffr an traou-ze, hag antren en he c’hloar ? (27) Neuze, en eur gommans dre Voises, ha dre an holl brofeted, e tisclerie dezhe en holl Scrituriou kement a zelle anezhan.

(28) Evel-se en em gavjont tost d’ar bourg da behini e oant o vond ; mes Jesus a rea van da vond pelloc’h. (29) Mes int a reaz dezhan choum, en eur lavaret dezhan : Choum ganeomp ; rag an noz a dosta, hag erru eo izel an deiz. Antren a reaz eta evit choum assambles ganthe.

(30) Ha pa edo ganthe ouz taol, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou ; hag, o veza torret anezhan, hen roaz dezhe. (31) Neuze ho daou-lagad a zigoraz, hag ec’h anavezjont anezhan ; mes hen a zisparissaz a-zirazhe. (32) Hag e leverjont an eil d’egile : Ha na verve ket hor c’halon enomp, e-pad ma komze ouzimp en hent, ha ma tisclerie deomp ar Scrituriou ?

(33) Hag o veza savet kerkent, e tistrojont da Jerusalem ; hag e kavjont an unnec, hag ar re a oa ganthe, dastumet assambles, o lavaret : (34) An Aotrou en gwirionez a zo resussitet, hag en em ziskouezet eo bet da Simon. (35) Ar re-man, d’ho zro, a gontaz ar pez a oa c’hoarvezet ganthe en hent, ha penaos ho doa ana-