Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/177

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
168
SANT LUCAS, XXIII.

Mar d’oud ar C’hrist, en em zaveta da-unan ha ni ive. (40) Mes egile, ouz he repren, a lavaraz dezhan : N’ec’h euz eta doujans e-bed evit Doue, rag condaonet oud d’ar memeus maro ? (41) Evidomp-ni, gant justis eo e souffromp, rag souffr a reomp ar pez a zo dleet d’hon gwall oberou ; mes he-man n’hen deuz great droug e-bed. (42) Hag e lavare da Jesus : Aotrou, bez sonj ac’hanoun, pa vezi antreet en da rouantelez. (43) Ha Jesus a lavaraz dezhan : E gwirionez hen lavaran d’id, hirio e vezi ganen er barados.

(44) Hogen ar c’houec’hved heur e oa, pe var-dro, hag e teuaz tevalijen var an douar holl beteg an naoved heur. (45) An heol a devalaaz, hag ar voal euz an templ a freuzaz dre he greiz.

(46) Ha Jesus, en eur grial gant eur vouez krenv, a lavaraz : Va Zad, etre da zaouarn e rentan va spered. Hag o veza lavaret kement-se e varvaz.

(47) Ar c’hantener, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a rentaz gloar da Zoue, en eur lavaret : E gwiriohez, an den-ze a oa eun den just.

(48) Hag ar bobl holl a oa en em dastumet da velet kement-man, o velet an traou a oa c’hoarvezet, a zistroe d’ar gear en eur skei var boull ho c’halon. (49) Hag ar re holl euz he anaoudegez, hag ar groagez ho doa heulUet anezhan adaleg ar C’halile, en em zalc’he a-ziabell, o sellet ouz an traou-ze.

(50) Hogen eun den, hanvet Josef, hag a oa eur senatour, eun den mad ha just ; (51) pehini n’hen doa ket consantet d’ho c’huzul na d’ho oberou, hag a oa euz a Arimathe, eur gear euz ar Jude, hag a oa o c’hortoz ive rouantelez Doue, (52) o veza deuet da gavout Pilat, a c’houlennaz diganthan corf Jesus. (53) Hag o veza hen diskennet euz ar groaz, hen lienaz gant eul linsel, hag hen lakeaz en eur bez toullet er roc’h, ha ne oa bet c’hoas lakeat den e-bed enhan. (54) An deiz-ze a oa deiz ar breparation, hag ar sabbat a iea da gommans.

(55) Hag ar gragez a oa deuet gant Jesus euz a C’halile, o veza eat var lerc’h Josef, a velaz e pe leac’h e oa ar bez, ha penaos e oa bet lekeat ar c’horf enhan. (56) Hag o veza distroet var ho c’hiz, e preparjont essanzou ha louzou a c’houez-vad, hag e kemerjont ho repos deiz ar sabbat, hervez al lezen.