meaz, a ieaz hervez he gustum var ar Menez Olived ; hag he ziskibien a ieaz var he lerc’h. (40) Ha pa oe erruet eno, e lavaraz dezhe : Pedit gant aoun na gwezfec’h en tentation.
(41) Neuze e pellaaz diouthe var hed eun taol mean ; hag o veza eat var he zaoulin, e pede, en eur lavaret : (42) Va zad, pella ar c’halir-ze diouzin, mar plij ganez ! koulskoude, ra vezo great n’e ket va bolontez-me mes da hini. (43) Hag eun eal euz an env en em ziskouezaz dezhan evit he grenvaad. (44) Hag o veza en agoni, e pede c’hoas krenvoc’h ; hag e teuaz varnezhan eur c’houezen henvel ouz beradennou goad hag a zivere var an douar.
(45) Hag o veza savet euz he beden, e teuaz etrezeg he ziskibien, hag ho c’havaz kousket gant an dristidigez, hag e lavaraz dezhe : (46) Perag e kouskit-hu ? Savit ha pedit, gant aoun da gweza, pa zeui an dentation.
(47) Pa oe c’hoas o komz, setu ma c’herruaz eur vanden, hag an hini a oa hanvet Judas, unan euz an daouzec, a gerze araog dezhe ; hag e tostaaz etrezeg Jesus evit pokat dezhan. (48) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Judas, gant eur pok eta e trahissez Mab an den ?
(49) Hag ar re a oa var-dro Jesus, o velet ar pez a iea da c’hoarvezoud, a lavaraz dezhan : Aotrou, ha skei a raimp-ni gant ar c’hleze ? (50) Hag unan anezhe a skoaz mevel ar beleg-braz, hag a droc’haz dezhan he skouarn deo. (51) Mes Jesus, o komz, a lavaraz : Paouezit. Hag o veza touchet ouz skouarn ar mevel, e pareaz anezhan.
(52) Neuze Jesus a lavaraz da brinsed ar veleien, da gabitaned an templ, ha d’ar re Ancien a oa deuet da gemer anezhan : C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel var lerc’h eun torfetour. (53) Bemdez e oann en templ assambles ganeoc’h, ha n’hoc’h euz ket lekeet ho taouarn varnoun. Mes breman ema hoc’h heur ha galloud an devalijen.
(54) Neuze e crogjont enhan, hag hen kasjont ganthe, hag e rejont dezhan mond en ti ar beleg braz. Ha Per a heullie a-ziabell.
(55) Ha pa bo doe great tan en kreiz ar porz, ha pa oent azezet assambles, Per a azezaz en ho zouez. (56) Hag eur plac’h ouz he velet azezet e-tal an tan, hag o sellet piz outhan, a lavaraz : He-man a oa ive gant an den-ze. (57) Mes Per a nac’haz Jesus, en eur lavaret : Maouez, n’hen anavezan