Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/172

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
163
SANT LUCAS, XXII.

zell Mab an den, mond a ra kuit, hervez ar pez a zo bet merket ; mes malheur d’an den-ze gant pehini eo trahisset. (23) Hag e commansjont da c’houlen an eil digant egile pehini anezhe a dlie ober an dra-ze ?

(24) Sevel a reaz ive eun disput etrezhe da c’houzout pehini anezhe a vije kemeret evit ar brassa. (25) Mes Jesus a lavaraz dezhe : Rouane an nationou a zo mistri varnezhe, hag ar re a exers otorite varnezhe a zo galvet mad-oberourien. (26) Mes c’houi, na rit ket evelse ; ha ra vezo ar brassa en ho touez evel an distera ; hag an hini a c’houarn evel an hini a zo o servicha. (27) Rag pehini eo ar brassa, pe an hini a zo ouz taol, pe an hini a zo o servicha ? ha n’eo ket an hini a zo ouz taol eo ? ha koulskoude me a zo en ho touez, evel an hini a zo o servicha. (28) Hogen, evidoc’h-c’houi, oc’h euz kendalc’het ganen em zentationou ; (29) ha me a ro deoc’h ar rouantelez, evel ma’z eo bet roet d’in gant va Zad ; (30) evit ma hellot debri hag eva ouz va zaol em rouantelez, ha beza azezet var droniou, o varna an daouzec tribu a Israel.

(31) An Aotrou a lavaraz c’hoas : Simon, Simon, setu ma hen deuz goulennet Satan tremen ac’hanoc’h dre eur c’hroe evel gwiniz. (32) Mes me em euz pedet evidoud, evit na deuio ket da feiz da zemplaad. Te eta pa vezi convertisset, krenva da vreudeur. (33) Ha Per a lavaraz dezhan : Aotrou, me a zo prest da vond ganez, ha d’ar prizon ha d’ar maro. (34) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Me hen lavar d’id, Per, araog ma cano ar c’hilloc hirio, e pezo nac’het teir gwech ec’h anavezez ac’hanoun.

(35) Neuze e lavaraz dezhe : Pa gassiz ac’hanoc’h hep na ialc’h, na bissac’h, na boutou, daoust hag eun dra-benag a zo bet manket deoc’h ? N’euz bet manket netra, eme-z’he. (36) Mes breman, eme-z’han, an hini hen deuz eur ialc’h, ra gemero anezhi ; hag ive an hini hen deuz eur sac’h ; an hini n’hen deuz kleze e-bed, ra verzo he vantel da brena unan. (37) Rag hen lavaret a ran deoc’h, red eo d’ar gomz-man a zo bet scrivet beza accomplisset enoun : Lakeat eo bet e renk an torfetourien. Ha kement a zo bet scrivet divar va fen a zo prest da c’hoarvezout. (38) Hag e leverjont : Aotrou, setu aman daou gleze. Hag hen a lavaraz dezhe : Awalc’h eo kement-se.

(39) Neuze Jesus, o veza eat er