Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/174

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
165
SANT LUCAS, XXIII.

ket. (58) Hag eur pennadic goude, eun all, o velet anezhan, a lavaraz : Te a zo ive deuz an dud-se. Mes Per a lavaraz : O va den, n’ed oun ket. (59) Var-dro eun heur goude, unan all a zeuaz hag a lavaraz : Sur awalc’h, hennes a oa ive ganthan ; rag Galilead eo ive. (60) Ha Per a lavaraz : O va den, na ouzon ket petra a leverez. Ha rag-tal, pa oa c’hoas o komz, ar c’hilloc a ganaz. (61) An Aotrou, o veza distroet, a reaz eur zell ouz Per ; ha Per a deuaz da zonj dezhan euz a gomz an Aotrou, ha penaos hen doa lavaret dezhan : Abarz ma hen devezo kanet ar c’hilloc, e pezo nac’het ac’hanoun teir gwech. (62) Ha Per, o veza eat er meaz, a welaz c’houero.

(63) Hogen, an dud a oa crog en Jesus, a rea goab anezhan, hag a skoe ganthan ; (64) hag o veza he c’holoet gant eur voal, e skoent var he vizach, hag e lavarent dezhan : Difin piou hen deuz da skoet ? (65) Ha kalz a draou all a lavarent a-enep dezhan, oc’h insulti anezhan.

(66) Ha kerkent ha ma oa deuet an deiz, conseil ar re Ancien euz ar bobl, prinsed ar veleien hag ar Scribed en em assamblaz, hag a lakaz digas Jesus en ho lez-varn ; hag e leverjont dezhan : (67) Mar d’oud ar C’hrist, lavar deomp. Hag hen a respontaz dezhe : Mar hen lavaran deoc’h n’her c’hredfot ket ; (68) ha ma c’hinterrojan ac’hanoc’h, na respontot ket d’in, ha na laoskot ket ac’hanoun da vond kuit. (69) Divar-vreman Mab an den a vezo azezet en tu-deo da c’halloud Doue. (70) Hag e leverjont holl : Neuze eta ez oud Mab Doue ? Hag hen a respontaz dezhe : Hoc’h-unan hen lavarit ; bez’ ez oun. (71) Neuze e leverjont : Da betra hon euz-ni c’hoas ezom a desteni, pa’z eo gwir hon euz her c’hlevet hon-unan deuz he c’henou ?


CHABISTR XXIII.


NEUZE an assamble holl, o veza savet, a gassaz anezhan da Bilat.

(2) Hag int a gommansaz tamal anezhan, en eur lavaret : Kavet hon euz an den-man o trompla ar bobl hag o tifen paea an tribut da Cezar, hag o lavaret ez eo hen he-unan ar C’hrist, ar roue. (3) Neuze Pilat a c’houlennaz diganthan : Ha te eo roue ar Judevien ? Ha Jesus a respontaz dezhan : Hen lavaret a rez.

(4) Ha Pilat a lavaraz da brinsed ar veleien ha d’ar bobl :