Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/169

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
160
SANT LUCAS, XXI.

lakeat muioc’h eged an holl. (4) Rag ar re-ze holl ho deuz lakeat en offransou Doue ar pez a re ho devoa, mes houman he deuz lakeat euz ar pez a oa necesser dezhi, kement he doa evit beva.

(5) Hag evel ma lavare darn e oa ornet an templ gant mein kaer ha gant offransou, Jesus a lavaraz : (6) Hag e sellit euz an traou-ze ! Dond a rai an deiziou ma ne vezo ket lezet enhan an eil mean var egile heb beza diskaret.

(7) Hag e c’houlenjont diganthan : Mestr, peur eta e c’hoarvezo an traou-ze, ha dre be seurt sin e vezo anavezet emaint tost da c’hoarvezout ?

(8) Hag hen a lavaraz : Diwallit da veza tromplet ; rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret : Me eo ar C’hrist, hag an amzer a dosta. (9) N’ho heullit ket. Hogen, pa glevot komz euz a vrezeliou hag euz a drouz e-touez ar boblou, na spountit ket ; rag red eo d’an traou-ze c’hoarvezoud da genta ; mes ar fin na vezo ket c’hoas.

(10) Lavaret a reaz ive dezhe : Eur bobl a zavo a-eneb eur bobl all, hag eur rouantelez a-eneb eur rouantelez all ; (11) ha bez’ e vezo krenamanchou douar heuzuz e meur a leac’h, ha kernes ha bosen, hag e vezo gwelet traou spountus ha siniou braz ebarz an env.

(12) Mes, araog ma c’hoarvezo kement-se holl, e lakaint ho daouarn varnoc’h hag e persecutint ac’hanoc’h ouz ho livra d’ar sinagogou, hag ouz ho lakaad er prizon, hag o stleja ac’hanoc’h dirag ar rouane hag ar gouarnerien, abalamour d’am hano. (13) Hag en kement-se e kavfot leac’h da renta testeni. (14) Likit eta en ho spered na dleit ket sonjal araog en ho tifen. (15) Rag me a roio deoc’h eur genou hag eur furnez ha ne hallo ket hoc’h enebourien ho dislavaret na stourm outhe. (16) Livret a viot memeus gant ho tud, gant ho preudeur, gant ho kerent ha gant ho mignoned ; hag e vezint pen-caoz da veur a hini ac’hanoc’h da vervel. (17) Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl abalamour d’am hano. (18) Mes na vezo ket kollet eur vleven hep-ken euz ho pen. (19) Gounezit hoc’h eneou gant ho patianted.

(20) Ha pa velot Jerusalem kelc’hiet gant armeou, gouezit neuze ema tost an deiz euz he dezolation. (21) Ra dec’ho neuze var ar meneziou ar re a vezo er Jude ; ra zeuio er meaz anezhi an dud a vezo en Jerusalem ; ha diwallo da antren enhi ar re a vezo var ar meaz.